Ar Roc’h-Bernez

Splujañ en amzer gwechall

Foto 1 Ar Roc’h-Bernez Foto 2 Ar Roc’h-Bernez Foto 3 Ar Roc’h-Bernez Foto 4 Ar Roc’h-Bernez Foto 5 Ar Roc’h-Bernez

War ar vein dilufret gant ar bloavezhioù hag ar straedigoù war ziribin e lenner istor ar gêr-mañ ganet diwar ar mor hag ar merdeiñ. Gwelet a reer tiez kozh, osteloù prevez a-grap war riblenn ar Gwilen, savet ouzh tor ar reier a-wechoù, hag a seblant bezañ o tiskenn war-zu ar porzh kozh. Ur gêr stummet diouzh he doare dezhi hec’h-unan !

Ur gêr hag a zo he difennoù ganti

Edo ar viking Bern-Hart o klask ul lec’h difenn, gant-se e savas e dour-meur, war-dro ar bloavezh mil, war ar beg-douar roc’hellek a zo a-us ar Gwilen. Krouet e oa ar Roc’h-Bernez eta. Lañs a voe tapet gant ar porzh ha berzh a reas gant kenwerzh an holen ha gant an arsanailh, ar pezh a weler mat hiziv c’hoazh gant ar c’habitendi, etrepaouezioù ha grignolioù holen. Eno e voe moret al lestr kentañ tri font dezhañ, e 1635. Goude ma oa bet savet stankell Arzhal e voe troet ar porzh-kenwerzh en ur porzh-bageal.

Da-heul ar straedoù bihan

Er gêr gozh, anezhi ur gêr vihan neuziet-kaer, e c’haller ober pourmenadennoù e-leizh dre vanelloù kozh ha gwereoù a weler ur vro gaer diwarno. Menegomp dreist-holl hentig Ruikard a gaso ac’hanoc’h da droiata e straedoù kaer, e stumm skalieroù a-wechoù, ha tiez eus ar 16vet ha 17vet kantved a bep tu dezho. Dre Tremen ar Gegel ez eer betek ur blasenn gaer, plasenn Bouffay, lec’h m’emañ ti ar C’hanol.

Un arsav bamus

Bez’ eo ar porzh ul lec’h glad, hengounioù… ha war un dro ul lec’h d’ober un arsav en ostaleri. Savadurioù zo, hag a valir a-uc’h ar stêr, a zegas da soñj eus an amzerioù gwechall pa oa troet ar gêr war ar merdeiñ. E Mirdi ar Gwilen mor, e-barzh Kastell ar Soubitoù, ez eus anv eus pesketaerezh, lestrsaverezh hag aocherezh. Savet eo pemp live ar batis souezhus-se war-eeun war ar roc’h. Ur gwir benn a-raok d’embann pegen kaer eo savadurioù ar Roc’h-Bernez !

It war an uhel !

Ma’z eer da vale da-heul e faltazi betek an dreuzell evit ar gerzherien a zo war gwareg pont ar Mor-Bihan, 40 m a-us ar Gwilen, e vo peadra da vezañ bamet. Ur gwel kaer dibar evit tennañ poltredoù brav ! Gallout a reer diskenn a-hed ar stêr, etre an dour ha pradeier glas, betek stankell Arzhal.

Daoust ha gouzout a raec‘h ?

Mont a reot ken uhel ?

E-pad pell eo bet pont ar Mor-Bihan an nor da zont tre eus ar c’hreisteiz en departamant. Diazezet eo al leur-bont, 376 m hirder dezhi, war ur wareg 200 m doug, a dremen div dreuzell warni abalamour d’ar gerzherien galonek d’arvestiñ ouzh al lec’h.