Ar Faoued

Ur "far-west" er c’hlasvez

Foto 1 Ar Faoued Foto 2 Ar Faoued Foto 3 Ar Faoued Foto 4 Ar Faoued Foto 5 Ar Faoued

Er maezioù kamm emañ ar Faoued, enni lec’hioù dudius a-leizh evit mont da vale. Piv en dije soñjet emañ eno, el lodenn eus Kerne a zo er Mor-Bihan, kaerañ koc’hu Breizh, unan eus bravañ jubeoù Breizh, chapelioù gotek eus ar c’haerañ... ?

E bro ar Roue Morvan

Emañ ar Faoued, al lec’h ma kresk gwez-faou eta, 40 km eus an Oriant, en un takad torosennek. Mont a ra ar Stêr-Ele, eoged ha dluzhed enni, a-dreuz ar c’harzhaoueg ma weler lann alaouret o lufrañ. Ar familh Bouteville a oa aotrouien gentañ ar barrez. Er 15vet kantved e voe savet a-drugarez dezho ur glad pinvidik, relijiel hag anrelijiel, a ya d’ober an troiadoù bizitañ a zo anezho er c’hornad hiziv an deiz. Lakaet e voe ar gêr da greskiñ en-dro d’ar c’hoc’hu ha da vezañ ul lec’h pouezus er vro gant ar familh Goulen, ha goude-se gant ar varoned Du Fresnay. Ul lec’h a bouez eo hiziv an deiz adarre gant an touristerezh !

Ur c’hoc’hu hep e bar

Ne c’haller ket chom hep gwelet anezho : war blasenn kreiz-kêr emañ ar c’hoc’hu eus ar 16vet kantved gant e stumm lorc’hus. 1000 m2 a ya ganto ! Goloet eo ar framm koad derv ha sapr eus ar c’haerañ gant ur mell toenn mein-glas. A-us ez eus ur c’hloc'hdi penn ognon eizhkognek. Dalc’het e vez ar marc’had eno div wech ar miz, kement ha degas birvilh er vourc’h e-giz gwechall.

Nepell alese emañ kouent an Ursulined, a zo eus ar 17vet kantved. Enni ez eus bremañ ur mirdi gouestlet d’an arzourien a zo bet e Breizh ur mare bennak e-kerzh o buhez.

Burzhudoù ar savadurezh

Savet e oa bet ar chapel Sant-Barban etre 1489 ha 1512 ouzh tor ur stankenn strujus. Mont a reer betek enni dre ur mell diri doubl eus an 18vet. Lakaet e oa bet sevel ar chapel gant an aotrou Toulbodoù a dec’has diouzh ur barr arnev goude bezañ pedet santez Barban. Ar chapel-se giz c’hotek flammek zo gargoulioù ha gwer livet brav-eston warni hag ex-votoioù enni. Gant ur wenodenn e tiskenner betek ar feunteun a vez taolet spilhennoù enni gant ar merc’hed yaouank, abalamour dezho da gaout ur pried. Uheloc’h eget ar chapel ho po ar blijadur, evel ar vugale, da lakaat seniñ kloc’h ar befrez a zo e-kichen ti ar gward.

Ur skouer vrav eus ar c’hiz c’hotek flammek ar chapel Sant-Fieg, a zo 1 km eus kreiz-kêr. Brudet eo dreist-holl evit he jube koad livet eus ar c’haerañ, unan eus ar re goshañ a zo e Breizh. War ar seurt levr skeudennoù kizellet-se e weler diouzh un tu galloudegezhioù an droug, ha diouzh an tu all penaos e vezer salvet gant an Iliz.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Piv e oa Marion ar Faoued ?

Un asez « Robin Hood » mod Breizh e oa-hi ! Da vare Loeiz XV ez ae Mari Tromel, a veze graet Marion ar Faoued anezhi, da laerezh an dud pinvidik gant he c’henseurted, ha goude-se e roe ul lodenn eus ar pezh a skrape d’an dud paourañ.