Abati Verrepoz

Pa'z a ar glad relijiel da gejañ gant an arz a vremañ

Foto 1 Abati Verrepoz Foto 2 Abati Verrepoz Foto 3 Abati Verrepoz Foto 4 Abati Verrepoz Foto 5 Abati Verrepoz

Pegen kaer eo istor abati Verrepoz ! Savet e oa bet en 12vet kantved, ha goude bezañ graet berzh e-pad ur reuziad e kouezhas tamm-ha-tamm en he foull . Adkempennet eo bet gant ur strollad tud youl ganto, hag en deiz a hiziv e vez aozet ingal diskouezadegoù arz a vremañ enni.

En ul lec'h marzhus, e-kreiz koad Kenekann, war ribl ar Blavezh, e weler tres sonn abati sistersian Verrepoz. Hag anaout a rit he mojenn ? Hervez kont e vije bet Alan III Roc'han o chaseal er c'hornad, hag eñ ha gwelet ar Werc'hez, he dije goulennet digantañ lakaat sevel un abati eno, ar pezh a reas, ha setu e voe savet abati Verrepoz e 1184. Gwerzhet e voe evel mad broadel e-kerzh an Dispac'h, ha kouezhet e oa en he foull pa voe divizet gant ur strollad tud youl ganto degas buhez enni adarre e 1986.

Ugent vloaz war-lerc'h...

War-lerc'h labourioù hag a badas ouzhpenn ugent vloaz e voe addigoret abati Verrepoz d'an dud. Pa ne chom nemet dismantroù eus iliz an 13vet kantved, e talvez ar boan mont da welet ar c'hloastr ha savadurioù an 18vet kantved. Hiziv an deiz e vez aozet diskouezadegoù arz a vremañ enno.

War-zu al lanneier

Peogwir emaoc'h en abati, it da welet ivez an natur a zo tro-war-dro. It da grapat war-droad gant hent Kanienn an Daoulaz a-hed ouzhpenn ur c'hilometr. Sellit en-dro deoc'h hag e welot traoù evel pa vefec'h en Alpoù ! Pignat a ra an dro-vale-hir (GR) 341 war ziribin betek Lann Liskuiz ma weler kribennoù hag alezioù toet eus ar re gaerañ.

Daoust ha gouzout a raec'h?

Jiboez e-leizh

Jiboez e-leizh zo e-barzh an 3 000 hektar a ya d'ober Koad Kenekann. Moc'h-gouez, yourc'hed... Ha dreist-holl e kaver kirvi ennañ, ar pezh n'eo ket stank e Breizh. Marteze e tegouezho ganeoc'h spurmantiñ unan bennak anezho ?