Kestell ha mogerioù-kreñv

Ur gwel difennet eus ar gwellañ !

Breizh a oa warni anal ar Spagnoled, ar Saozon, an duged kenoazus. En em zifenn a reas en ur sevel ramparzhioù, kreñvlec’hioù ha kastelloù. E lec’hioù hollgaer e vezont alies, evel er C’hab Frehel pe e Kameled, rak eno eo emañ ar gwereoù gwellañ ! Hiviziken e vez arsailhet ar savadurioù-se en un doare habask gant an douristed. Ar pal gwellañ-deuet dezho : kêr-gloz Konk-Kerne.

Foto 1 Kestell ha mogerioù-kreñv Foto 2 Kestell ha mogerioù-kreñv Foto 3 Kestell ha mogerioù-kreñv Foto 4 Kestell ha mogerioù-kreñv Foto 5 Kestell ha mogerioù-kreñv Foto 6 Kestell ha mogerioù-kreñv Foto 7 Kestell ha mogerioù-kreñv

En amzer ar varc’heien

Ar savouriezh milourel a voe kaset war-raok er 14vet hag er 15vet kantved. Kestell a voe savet a-dal da rouantelezh Bro-C’hall, war marzoù ar Reter e Felger, Gwitreg. An arvor a ro bod da Zinan, S.-Maloù, Gwened a-dreñv ramparzhioù troc’h-didroc’h gant tourioù ha porzhioù-kêr. Gant an amzer e tiskouez ar mogerioù-kreñv un dra vat all : diwall a reont an tiez treustoù koad zo en diabarzh. War un enezennig eus Konk-Kerne e tivor ur gêr-gloz sebezus, zo bet digoret  ur rouedad straedigoù enni.  E-kichen Kab Frehel  emañ ar Roc'h-Goueon brav da welet, gant e dour-meur 60 m hed a-us ar mor. Evit mont gant an hent-ged, e-lec’h ma c’haller gwelet aod an Emrodez en he fezh, e ranker mont en tu all da zaou frailh zo bet savet pontoù-gwiñv warno. Etre ar gwernioù hag an aod, e-kichen Gwened, Susinioù a ginnig he c’hastell meurdezus. Pa veze siouloc’h ar stourmoù e teue da vezañ lec’h-annez an Duged hag Anna Vreizh.

Buhez ar c’hestell

Gant ar stil gotek flammek hag un hent-ged dantelezhet faos emañ Kastell Josilin, bet savet e deroù ar 16vet kantved, en he c’haerañ. Diwezhatoc’h, en Azginivelezh, e vo savet kestell ha manerioù, gant diskrogoù, prenestroù gant pileroù. Goude e oa bet savet tiez a-nevez en un doare strizh, evel ma vezet graet gant an arme. Gwelet e vez kement-se ivez war ar Manerioù eus Bro-Sant-Maloù.

Trugarez deoc’h, Ao. Vauban !

En amzer Loeiz XIV, Vauban a laboure forzh pegement ! Gantañ e voe savet Kastell an Tarv, gwriziennet e Bae Montroulez. Lakaet e oa bet sevel gantañ e-leizh a vogerioù-kreñv evit diwall morlenn Brest e gourenez Kraozon. an Tour Vauban flammus peurgetket, e Kamaled, zo rummet glad bedel gant an Unesco. Gwikadell Porzh-Loeiz, empennet gant ar Spagnoled ha savet gant ur skipailh mod Vauban, zo o tiwall war an Oriant. Gwikadell ar Gerveur, gant he zostalioù hag he c’hreñvadurioù, zo unan eus savadurioù kaerañ a voe savet gant an arme.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Petra ober eus ar betoñs milourel ?

En 20vet kantved e voe implijet betoñs evit sevel Moger an Atlanteg hag ar bonioù splujerezioù a-hed an Aod. En Oriant hag e Sant-Nazer eo bet lakaet kevigoù ar splujerezioù da zont da vezañ atalieroù, lec’hioù sevenadurel, mirdi…