Glad relijiel

Savadurioù sakr

N’eus ket ur bae, n’eus ket un tamm lanneg, un tornaod, hep ma vefe ur groaz vaen, un delwenn pe ur chapel warno. Liammet strizh eo ar Vretoned ouzh an traoù sakr, ha ne oa ket bet ezhomm da aspediñ anezho evit ma vefe goloet ar vro a vonumantoù relijiel ganto. Gant an ilizoù diniver ha gant pinvidigezh ar porzhioù-bered e vez lakaet an den da estlammiñ, kalz muioc’h eget gant an ilizoù-meur. Gwir eo ez eus tost da 900 a sent sañset da...

N’eus ket ur bae, n’eus ket un tamm lanneg, un tornaod, hep ma vefe ur groaz vaen, un delwenn pe ur chapel warno. Liammet strizh eo ar Vretoned ouzh an traoù sakr, ha ne oa ket bet ezhomm da aspediñ anezho evit ma vefe goloet ar vro a vonumantoù relijiel ganto. Gant an ilizoù diniver ha gant pinvidigezh ar porzhioù-bered e vez lakaet an den da estlammiñ, kalz muioc’h eget gant an ilizoù-meur. Gwir eo ez eus tost da 900 a sent sañset da wareziñ ar fideled.

Muioc'h a skrid

Foto 1 Glad relijiel Foto 2 Glad relijiel Foto 3 Glad relijiel Foto 4 Glad relijiel Foto 5 Glad relijiel Foto 6 Glad relijiel

Pet iliz-veur ?

9 iliz-veur evit miliadoù a ilizoù hag a chapelioù ! Gant ar greunit, diaes da oberiañ, e oa bet lakaet tud da labourat e-pad kantvedoù, eus ar gotek puraetañ d’ar gotik flammek. Ar c’horzennoù, brav-kaer, zo o sevel a-us d’ar c’harterioù istorel. Ilizoù-meur Dol, Landreger, Kemper, Naoned ha Kastell-Paol zo ar savadurioù dedennusañ.

Chapelioù evit pep tra hag evit an holl !

En oadvezh aour Breizh, p’en em ledas al lienoù kanab pe lin en Europa, o doa gallet ar parrezioù sevel o chapel. Arz ar gwerennoù-livet a oa aet kalz war-raok peurgetket. O framm a veze lambrusket peurliesañ hag e-se e oa seblant warno e oa kouc’hoù bagoù anezho.  Er chapelioù stank e oa bet tu da enoriñ un engroeziad sent, prest da rentañ servij d’an dud, en eskemm da bedennoù ha da lidoù dibar. Gant Servan e vefe pareet an heskedoù, gant Meriadeg ar vouzarded, gant Gwenn ar c’hleñvedoù kroc’hen… Hep ordrenañs ! 

Gallout a reer mont tre diavar el liorzhoù-iliz ?

Pa viot oc’h ober anaoudegezh gant al liorzhoù-iliz e viot sebezet moarvat… gant puilhed al lec’hioù. En em ledet e oa ar savadurioù bras-divent er 15vet hag er 17vet kantved… Un nor flamm-flimmin a zisrann takad disakr an iliz, ar c’halvar hag ar garnel.  Pennoberennoù e maen eo ar c’halvarioù, a laka war wel tudennoù a-vordilh. Ouzhpenn 200 int e Gwimilio. Gwir vannoù-treset e greunit ! Brav da welet eo liorzhoù-iliz S.Tegoneg, Pleiben, Plougonven ha Tronoan ivez.

Abatioù mat evit prederiañ

Abatioù meurdezus a laka da grediñ … e kened an natur. Eus abati Lokmazhe, war ar beg zo anvet eveltañ, e vez dizoloet gweledvaoù hollgaer dre zigoroù toullet krommvegennoù hec’h aspadennoù. En abati Boporzh e Pempoull e vez graet gant aket war-dro he gwerjeoù zo war vord ar mor. E-harz a Blavezh emeur o reiñ buhez en-dro da abati Verrepoz.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Penaos en em lakaat war wel ?

Pa vez graet prosesionoù gant ar parrezioù e vez lakaet o bannieloù flammus war wel. Gant brodadennoù seiz, aour hag arc’hant e vez kaeraet ar bannieloù kristen pounner-se.