Glad mor

BezaƱ seder war e gompazioĆ¹ !

Foto 1 Glad mor Foto 2 Glad mor Foto 3 Glad mor Foto 4 Glad mor

Labour pe blijadur, e pep lecā€™h emaƱ ar mor, ocā€™h intraƱ ene Breizh ! Moret e vez bagoĆ¹-dre-lien giz gwechall e porzhioĆ¹ kaer birvilh enno, dindan lagad an tourioĆ¹-tan. An oufoĆ¹ zo a-gostez ar Gelveneg pe Konk-Kerne, kĆŖrioĆ¹-penn ar pesketa anezho. Pellocā€™h e vez FormulennoĆ¹ 1 ar gwagennoĆ¹ o regata. Diskibled Tabarly, Kersaozon pe Peyron a locā€™h kuit eus Sant-MaloĆ¹ pa gemeront perzh en Hent ar Rom pe eus an Oriant pa gemeront perzh en dreizhadenn an Oriant-Sant-Barth.

Ar bigi kozh o yaouankaat !

Gant ar cā€™houcā€™hoĆ¹ koad, ar sinagoioĆ¹ ruz o lien, ar sloopoĆ¹ mistrā€¦,  e sav lorcā€™h er porzhioĆ¹ annez en-dro. Ar bigi kozh-se, o verdeiƱ hatoup, a vez ocā€™h ober ton pa vez bodadegoĆ¹ mojennel e Douarnenez pe e Brest. War roudoĆ¹ ar gouelioĆ¹-se e laka Pempoull ar vartoloded da ganaƱ war bigi-touneta pe war bigi-grilheta tra ma laka Perroz-Gireg listri-bale a ouenn da redek.

An tourioĆ¹-tan, diwallerien an aod

Evit an holl vigi e vez un hanter-kant tour-tan bennak o cā€™houlaouiƱ aodoĆ¹ Breizh.  An IfernioĆ¹ e vez anvet ar re zo war vor. War an douar e vezont anvet ar ParadozioĆ¹, hag ar PurgatorioĆ¹ war an inizi. Darn anezho zo mojennel. Kereon, gant e goadajoĆ¹, zo lesanvet Ā« Paleiz ar Mor Ā». Ar Gazeg Kozh zo e-kreiz trubuilhoĆ¹ ar mor.  Ar Maen, un tour-tan daouliv, a vez ocā€™h eveshaat ar chaoser en Enez-Sun. Tour-tan Enez Wercā€™h, dezhaƱ 82, 5 a uhelder, zo an tour-tan uhelaƱ en Europa. Dre hent an TourioĆ¹-tan hag ar BalizennoĆ¹ e cā€™haller bamaƱ ouzh an tourioĆ¹-tan ramzel-se.

Ar porzhioĆ¹-mor zo begon ganto !

Na pegen plijus e vez tarlipat ur banne e tavarn ar porzh, goude bezaƱ graet un dro-vale hag analet aer iodet ! E-tal deocā€™h ez eus linoĆ¹ eoriaƱ a-dreƱv chaoserioĆ¹ brav-iskis. Ouzh ar cā€™haeoĆ¹ e vez pesketaerien e bourzh bigi  faro, o werzhaƱ o fesked war-eeun cā€™hoazh.  Skoaz-ouzh-skoaz emaƱ an tiez evit en em cā€™houdoriƱ diouzh an avel. En Enez-Sun, Saozon pe Kameled ez eus tiez a bep seurt livioĆ¹ faltazius. FlojennoĆ¹ bannielet ar cā€™hevell, advigi gwall-stardet an eil re ouzh ar re all, evel e Rozvras, a ya da glokaat an hollad drant-se. Dolan, Konk-Kerne, ar Gerveur pe Douarnenez zo enno batisoĆ¹ ecā€™honocā€™h, eus an 19vet kantved. Un obererezh greantel bras a oa o ren er friturioĆ¹. La Belle-Ć®loise, Courtin, pe Capitaine Cook e vez keginet ar sardin cā€™hoazh giz gwechall-gozh.

Mistrded ar Mare Kaer

E-kreiz an 19vet kantve o doa staliet ar Saozon an tiez kouronkaƱ kentaƱ e Dinarzh. Ar cā€™hazinoioĆ¹, al letioĆ¹ hag ar cā€™henkizoĆ¹ kuzhet e-touez ar pined, zo ken hoalus ha ma oant er Mare Kaer e Sant-Kast, Pleneg-Nantraezh, Pornizhā€¦ War an traezhennoĆ¹ e vez gwelet kambroĆ¹ romantel hag a ro bod da cā€™hoarioĆ¹ hag eƱvorennoĆ¹.

Daoust ha gouzout a raecā€™h ?

Da bet eur e vo digoret ar cā€™hocā€™hu-pesked ?

Konk-Kerne, gant ar cā€™hocā€™hu-pesked a cā€™haller gweladenniƱ adalek 6e30, zo an 3e porzh-pesketa e FraƱs. Nā€™eo ket mui ar sardined  a vez pesketaet ar muiaƱ hiziv an deiz met lakaet e vezont e boestoĆ¹-mir gant un nebeud friturioĆ¹ cā€™hoazh.