Glad ar maezioù

Pa glot gwirionder gant hoal

Evit ar manerioù hag ar mereurioù e oa bet ret d’ar Vretoned pigellat ar greunit da gentañ. Gant ar maen-se e vez roet d’ar c’hêriadennoù an hoal dibar-se, diginkl, tolzennek ha c’hwek war un dro. Feunteunioù, poulloù-kannañ ha fornioù-bara zo strewet tro-war-dro. Ha pa vefent aes da anavezout d’ar sell kentañ, e c’hall an tiez giz-kozh souezhañ an den evelato. Cheñch a reont hervez an dafar zo dindan dorn hag an teroueroù.

Foto 1 Glad ar maezioù Foto 2 Glad ar maezioù Foto 3 Glad ar maezioù Foto 4 Glad ar maezioù Foto 5 Glad ar maezioù

An arz hag an danvezioù sevel

A-raok reiñ lañs d’ar maen-sklent e veze toet an tiez gant soul segal pe raoskl evel er Briver. E ratre gwelloc’h emañ an toennoù soul er Mor-Bihan.

E kreiz-Breizh pe a-gostez Gwizien e vez implijet skilt da sevel mogerioù e-lec’h greunit. Tro-dro da Roazhon e c’haller implijout maen ha treustoù koad da sevel tiez.

Petra eo ur pennti ?

 Un ti-soul skouer eo. An anv « pennti » a dalvez da c’heriañ un « er gêr », un ti izel savet gant maen, a cheñch liv o mogerioù, eus ar roz flammek, a-gostez Ploumanac’h, d’ar griz teñval. Neizhet eo an tiez c’hwek-se er c’harzhaoueg. Gant mein-boued rontaet e vez savet ar c’hornioù anezho. Enno ne vez peurliesañ nemet daou bezh hag ur c’hrignol, zo degaset sklêriijenn enni dre prenestroù, mein benet tro-dro dezho. Drant eo an tiez-annez-se, zo nevezet gant aked hag evezh, hag a dalvez da diez ostizien a-wechoù.

Evit gwelet tiez evel ma vezent savet en 19vet kantved, kit da welet kêriadenn Lanvodan pe Poull-Fetan. 

Evit ar vartoloded war an douar

Un eor a laka ar besketaerien war o zi. Peurliesañ e vez razet talioù an tiez zo war an aod evit gwareziñ anezho. Drant ha dudius eo an tiez-soul war lez ar Stêr-Aven pe ar Bêlon neuze, dre ma vezont kaeraet gant o stalafioù glas pe wer, ha gant ar c’haouled roz.

A-hed dorn

E pleg gwenodennoù e vez gwelet fornioù-bara bolzennek, koefet gant douar pe maen-sklent, milinoù-dour evel milin hollgaer ar Boel e Bruz, poulloù-kannañ ledan o daroù, feunteunioù rikamanet. Savadurioù liesseurt a c’haller gwelet e Lokorn pe e Pont-Aven. 

Ar manerioù, savadurioù war un dro diglink ha pinvidik

Ar manerioù, o-unan er maezioù pe er c’hoadoù, tolplet e norzh Breizh, zo pinvidikaet o c’hinkladur  mistr gant lukanoù talbennek, gourinoù gwaregek  pe un tour-skalieroù.

Iskisat tra ?

E-kichen Nevez e vezer souezhet gant tiez-soul. Tiez maen-sav » int. Netra da welet gant ar peulvanoù. O mogerioù zo savet gant darioù maen a-serzh. Un doare ober dibar eo.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Disheñvel an traoù war an inizi atav ?

War an inizi en em warez an dud e tiez-annez, zo tres tiez poupinelloù warno, a-dreñv digoroù bihan, e-kreiz straedoùigoù gwall strizh, ma c’haller a-boan lakaat ur varrikenn da ruilhal enno.

http://patrimoineruralbretagne.org/