Glad ar c’hêrioù

Un istor engravet er maen, er c’hoad hag er gwer

Dre m’eo solut ar savadurioù ha m’eo stag ar Vreizhiz ouzh ar glad e vez gwarezet ar straedigoù, ar c’harterioù leun a henvoazioù er C’hêrioù arz hag istor hag er C’hêrioù bihan neuziet-kaer. An amzer dremenet a vez ergerzhet war droad, a dec’h kuit e-barzh ur viñs-tro, a vleugn war ur blasenn treustoù koad a bep tu dezhi pe en em wisk a-dreñv ur ramparzh. Ar c’heodedoù, birvidik-kaer, zo o tigeriñ ivez en amzer a vremañ.

Foto 1 Glad ar c’hêrioù Foto 2 Glad ar c’hêrioù Foto 3 Glad ar c’hêrioù Foto 4 Glad ar c’hêrioù Foto 5 Glad ar c’hêrioù Foto 6 Glad ar c’hêrioù

Pelec’h e vez kavet an tiez treustoù koad ?

An treustoù koad a ro lusk d’ar straedoù e Gwitreg, Dinan, Roazhon, Gwened, Kemper… Disheñvel eo an tiez hervez ar broioù. Ar re goshañ, gant nebeut a gizelladurioù, zo e Dinan. E Gwened pe e Montroulez ez eus kinkladurioù liesliv a laka talbennoù an tiez da gaeraat. An tiez o gwerennoù-stal diouto o-unan zo e Sant-Maloù. Ma vez arwiskoù, diskennoù bihan evit gwareziñ an tiez diouzh ar gwallamzer, warno emaint moarvat e Kemper. Ober un ehan war ur savenn zo un doare dous da estlammañ dirak bravigoù ar savouriezh. 

Eus ar c’hoad d’ar maen

Goude ma oa aet a-leizh a diez gant an tan er 17vet kantved e voe savet skridoù-embann evit goulenn groñs sevel tiez gant maen. Osteloù dibar, klasel ha rust o doare savaduriñ, a voe savet. Talbennoù simetrek an tiez a oa lod yaouaer ar vrientined hag ar genwerzhourien binvidik. Gant an tiez-se eo bepred mistr ha kempenn neuz ar c’hêrioù bras.

Un tamm enk ?

Santet e veze e oa deuet ar c’hêrioù-kloz da vezañ re enk en o gouriz ramparzhioù. Ret e voe neuze sevel tiez a-serzh, evel e Sant-Maloù, ha digeriñ prenestroù ledan warno.

Henvoazioù troet war-zu an dazont

Meur a straed, adlakaet buhez enno gant aked, a oa bet roet un neuz yaouankoc’h dezho pa oa degouezhet mistri-artizaned, arzourien o deus graet lec’hioù dedennusoc’h anezho c’hoazh. Grit un taol-esae en Alre pe e Roc’h-an-Argoed.

Er c’hêrioù e oa bet lakaet da vat ar gêraozouriezh hag an touristerezh da dalvezout e deroù an 19vet kantved. Da Roazhon o doa roet hec’h opera hag he zi-kêr, da Zinarzh he c’henkizoù eus ar Mare Kaer, da Vontroulez he dourbont bras-divent. Er mare-mañ emañ an Oriant ha Brest o reiñ lañs en-dro d’o c’haeoù. Ar Maezioù Frank e Roazhon, a oa  bet krouet gant Potzamparc pe Kêr ar Bageal zo c’hoazh gant muioc’h a  hardizhegezh, hep disnac’hañ o identelezh.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pet savadur istorel zo enni ?

2900 savadur rummet monumant istorel. Ar 1añ rannvro eus Frañs, war-bouez Enez-Frañs, eo Breizh evit ar ar glad eta.