Parkoù natur

Ad-aloubiñ an tachennoù

E penn a-raok an diorren padus emañ ar parkoù natur. Gwareziñ pe assevel a reont ar c’hempouez etre ar vevliesseurted prizius hag obererezhioù mab-den. Livenn-gein Penn-ar-Bed eo park Arvorig, ha diskouez a ra pegen pinvidik eo glad ar vro. Park ar Briver, dre dalvoudekaat obererezhioù, en deus roet startijenn d’ar geunioù en-dro. Ar bidoc’hig, park-mor an Hirwazh, a warez e deñzorioù en ur lakaat ar pesketaerezh da emdreiñ

Foto 1 Parkoù natur Foto 2 Parkoù natur Foto 3 Parkoù natur Foto 4 Parkoù natur Foto 5 Parkoù natur

E Park Arvorig emañ an natur e 4 zachenn

Park Arvorig eo an eil Park Natur e Frañs ha krouet e oa bet e 1969. Eno ez eus tolpet maeziadoù gouest da fromañ an den. Peder zachenn diouto o-unan zo ennañ : inizi mor an Hirwazh (Eusa, enezeg Molenez hag Enez-Sun), gourenez Kraozon, stêr Aon an arvor ha Menez-Are. Da bakañ gant ar sell a-ziwar Menez C’homm ! Kizellañ a ra ar gourenez ar reier e groc’hioù-mor Morgad hag e tornaodoù beg Penn ar Roz. Gant bleunioù, ar C’hraozonadezed, e vez strewet tarchoù glas war lezioù al lanneg. A-ziwar ar c’hrechioù krin e vez diskuliet deoc’h gwelvaoù hollgaer. Bale eo an doare aesañ, moarvat, d’ober anaoudegezh gant sekredoù ar Park.

Park ar Briver, etre an douar hag an dour

E 1970 e oa bet krouet Park ar Briver, abalamour da binvidigezh sebezus e bradennoù gleb, e dosennoù, e raosklegi, e ganolioù. E-kreizig-kreiz gourenez Gwenrann e oa ar bravig-se en arvar da vezañ peurleuniet, met deuet ez eus buhez en-dro dezhañ a-drugarez da adnevezadur an obererezhioù hengounel. Gant distro ar skafioù (bagoùigoù o foñs plat) hag an troc’hañ raoskl eo bet gwarezet milendall ar c’hanolioù. Un taol chañs evit an houidi beg-golvazh, an dirediged, an tadorned roueel, ar silioù hag ar bekeded en em gav eno.

Park an Hirwazh, ar park-mor kentañ

E penn pellañ Penn-ar-Bed en em astenn ar Park natur kentañ zo er mor penn-da-benn, etre Enez-Sun hag Enez-Eusa, betek harzoù doureier ar vro. 3500 km² eo e c’horread, eus strad ar mor d’an aod vev (takad dizoloet gant ar mareoù). Ken hir hag ur silienn eo roll e rekordoù : reiñ a ra bod da vezhineg vrasañ Europa (ouzhpenn 300 a spesadoù renablet), da ouzhpenn 120 spesad a besked, d’ur c’hard eus ar bronneged-mor a gaver e Frañs (tropadoù daofined ha reuniged)…

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Mor-bihan Gwened a-benn nebeut ?

Dleet e vefe da Vor-bihan Gwened ha da Aod an Emrodez dont da greskiñ a-benn nebeut familh ar parkoù natur. Un doare da anavezout talvoudegezh an tachennadoù souezhus-se.