Loened ha plant

Ur binvidigezh difennet gant pigosoù an evned ha drein ar plant

Eno e vleugn liesseurted ar vuhez, ur souezh. Gant an dremmvroioù diseurt, hentoù al loened tremeniat a dremen dre eno, douster ar mikrohinadoù, ez eus bet gallet reiñ bod da spesadoù liesseurt, war an douar, er mor hag en aer. Darn anezho ne c’haller ket soñjal enno anez soñjal er rannvro. Bleuniañ a ra al lann hag ar balan e pep lec’h el lanneier. Nijal a ra ar gouelaniged hag ar gouelini a-us an delfined, ha trouzal en tornaodoù livet a...

Eno e vleugn liesseurted ar vuhez, ur souezh. Gant an dremmvroioù diseurt, hentoù al loened tremeniat a dremen dre eno, douster ar mikrohinadoù, ez eus bet gallet reiñ bod da spesadoù liesseurt, war an douar, er mor hag en aer. Darn anezho ne c’haller ket soñjal enno anez soñjal er rannvro. Bleuniañ a ra al lann hag ar balan e pep lec’h el lanneier. Nijal a ra ar gouelaniged hag ar gouelini a-us an delfined, ha trouzal en tornaodoù livet a blant rouez.

Muioc'h a skrid

Foto 1 Loened ha plant Foto 2 Loened ha plant Foto 3 Loened ha plant

Livioù al lanneier

Ur c’hemm mat a ra al lann dreinek hag ar balan o bleunioù melen gant liv mouk ar brug. N’eo ket ken gouez ar c’haouled, ha plant arouezus eus Breizh ez int ivez.

Teñzorioù naturel !

Gwarezet eo roz-kamm an inizi Glenan, drozera Menez Are, an irinjez glas pe irinjez aod. Kuzhat a reont e lec’hioù digenvez pe chom er gwasked, difennet gant o drein.  

An tornaodoù, liorzhoù a-sonn ha gwaskedoù evit an evned

Plant dibar zo deuet a-benn da aloubiñ ar greunit skubet gant ar fru. Gant ar c’hinvi, ar broen-mor, ar balboc’h o bleunioù roz, ar c’haol gouez o bleunioù melen, e vez pentet an tornaodoù. Dont a ra ar c’haraveged pavioù du gant o divaskell o begoù du, ar gouelini bras, ar gouelini gris a weler e pep lec’h, ar melloù morskouled, ar morvrini-kuchenn da bintañ eno. Rouesoc’h eo an ereved, ar poc’haned hag ar goded. Kavet e vezont er Jentilez dreist-holl. Plijout a ra ivez ar c’hab Frehel ha bro ar C’hab d’an evned.

Kregin ha kresteneged

Paradoz ar besketaerien war-droad eo an aod vev, an takad a vez dizoloet gant ar mor d’an daere. Leuniañ a reont o fanerioù gant pelured, kokez, bigorned, chevr ha kranked-silioù lipous. Didalvoud eo ar c’hranked-glas war an daol, met efedus-kaer int evit debriñ al lastez war an aod. 

Pelec’h e c’haller gwelet delfined ?

E mor an Hirwazh e vez gwelet delfined o korolliñ war-lerc’h ar bigi. Ar reuniged gris, anezho loened mistr all, o deus graet o annez er Jentilez hag e Molenez. A-wechoù e vez diskouezet o stuc’hennoù gant rinkined bihan.

Daoust ha gwenn eo an erminig evit gwir ?

En e vlevenn-c’hoañv wenn e vez skeudennet loen arouezus Breizh. Hogen, gant ar c’hlouar m’eo ar rannvro evit gwir, e chom an erminiged gant o blevenn c’hell bepred pe dost. Gant ar bouchad blev du war al lost e c’hallont bezañ disheñvelaet diouzh ar c’haerelled a zarempred ar memes lec’hioù.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pelec’h e c’haller splujañ hep bezañ glebiet ?

Eus ar bezhinegoù da zouarennoù ar grilhed-traezh, eus roc’hell ar reuniged d’an donderioù a blij d’ar c’horned, grit ur veaj dedennus-kaer en ur splujañ e mor Breizh, en Océanopolis e Brest.