Kanolioù ha stêrioù

Dindan arouez an dour

E pep lec’h emañ an dour, e-kreiz an douaroù zoken. 30 000 km a stêrioù, o teverañ eus an Argoad, a vale etre ar gwantennoù hag ar c’hildroennoù. Ral eo d’ar stêrioù-se bezañ hiroc’h eget 100 km, ha mont a reont buan da gaout ar mor. Pa gejont gant ar mareoù e teuont da vezañ richerioù sebezus, aberioù arc’hantet. Pa vezont doñvaet e teu ar stêrioù da vezañ kanolioù, digor d’ar pourmenadennoù war an dour ha da ziduamantoù a bep seurt...

E pep lec’h emañ an dour, e-kreiz an douaroù zoken. 30 000 km a stêrioù, o teverañ eus an Argoad, a vale etre ar gwantennoù hag ar c’hildroennoù. Ral eo d’ar stêrioù-se bezañ hiroc’h eget 100 km, ha mont a reont buan da gaout ar mor. Pa gejont gant ar mareoù e teuont da vezañ richerioù sebezus, aberioù arc’hantet. Pa vezont doñvaet e teu ar stêrioù da vezañ kanolioù, digor d’ar pourmenadennoù war an dour ha da ziduamantoù a bep seurt d’ober en aer vras.

Muioc'h a skrid

Foto 1 Kanolioù ha stêrioù Foto 2 Kanolioù ha stêrioù Foto 3 Kanolioù ha stêrioù Foto 4 Kanolioù ha stêrioù Foto 5 Kanolioù ha stêrioù Foto 6 Kanolioù ha stêrioù Foto 7 Kanolioù ha stêrioù

An distro d’an andonioù

Er c’hornôg ez eo feulsoc’h ar stêrioù abalamour da grec’hioù torosad Arvorig. Hep gouzout da zen e teu al lammoù-dour joaius da vezañ aberioù sioul. An Ele, a-raok Kemperle, a wenna Reier an Diaoul, ul lec’h brudet-kaer e-touez ar gaiakerien. Plijout a ra fonnder ar stêr Aon pe ar Skorf d’an eoged, d’an dluzhed... ha d’ar besketaerien. Er reter e red ar stêrioù war o nañv etre ar glannoù o c’hlasveziñ, an traoñiennoù serzh hag ar c’hêrioù neuziet kaer. Kantren a ra an Erzh, ar Gwilen, ar Renk e-kreiz ar glad istorel ha naturel.

“Doureier ha stêrioù Breizh”, ha kevredigezhioù oberiant all, a zifenn kalite an doureier hag an ekoreizhiadoù. Gant o strivoù ez eus bet gwarezet meur a stêr « eus ar c’hentañ ».

An aberioù a laka holen er vuhez

Dibar eo stêrioù Breizh : 2 wech an deiz e sav ar mor en o naozioù, war-hed 10 pe 15 km a-wechoù. Graet e vez “aber” eus genoù sall ar stêrioù-se, pe « richer » e lec’hiennoù zo. Gallout a ra ar mare dougen ar bigi e-barzh an douaroù betek kêrioù-porzh evel an Alre pe Dinan. Gant an dichal e vez dizoloet lec’hidegoù ma kresk ar fav-mor, a c’haller debriñ, ha ma pesketa an evned hirc’harek.

Ur baradoz kelt eo an aberioù evit ar pesked tremeniat hag... ar re a blij dezho an istr. Puilhded ar metoù, sioulded ar glannoù, ha luskellerezh dour an donvor a ra d’an takadoù sevel istr bezañ lec’hioù dibar. En aber Benniged hag e stêrioù Belon hag an Intel e saver istr « ispisial », dezho ur blaz diouto o-unan.

Gant red an dour hag ar c’hanolioù

Tri hent-dour bras a liamm Brest ouzh kêr an Duged, Sant-Maloù ouzh Arzhal hag an Oriant ouzh Pondi. Eus an eil skluz d’egile ez a ar c’hanolioù war-raok e-touez maeziadoù cheñch-dicheñch, naturel pe stummet gant al labour-douar, strewet a wez kant vloaz kozh, a vanerioù hag a borzhioù livus. Ar Ganol eus Naoned da Vrest, 360 km hir, a oa bet echuet e 1842 ha hini ar Blavezh e 1825. Liammet eo Roazhon ouzh Sant-Maloù gant ar ganol eus an Il d’ar Renk abaoe 1832.

Hiziv an deiz e ra ar seizennoù dour-se evel ur melezour da eürusted an dud a ya gant an halaj, war droad pe war varc’h-houarn, pe ar re a stur kobiri en ur ober ehanoù, gwech war gaeoù eus ar Grennamzer, gwech e keodedoù sked-disked.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Petra eo hirañ stêr Breizh ?

E Pennestin e tizh ar Gwilen ar mor-bras goude bezañ redet a-hed 225 km adalek ar Mayenne. Savet e oa bet stankell Arzhal en e c’henoù evit kanoliañ an dour bras a c’hoarvez gant ar mareoù.