Gwarezvaoù

Skrinoù evit bravigoù naturel

Kentañ rannvro Frañs eo Breizh evit a sell an niver a dakadoù gwarezet. Ouzhpenn ar gwarezvaoù natur, un hanter-kant lec’hienn Natura 2000 bennak, en aod dreist-holl, ez eus en tu-hont da 320 lec’hienn rummet, disteroc’h o ment. En tachennadoù paot-se ez eus lec’hioù brudet er bed a-bezh, evel Bae Menez Mikael, beg ar Raz pe lec’hioù kurius evit gwir, evel erv an Talberzh.

Foto 1 Gwarezvaoù Foto 2 Gwarezvaoù Foto 3 Gwarezvaoù Foto 4 Gwarezvaoù

Mat eo kerzhet e beg ar Raz !

War droad e rank an den echuiñ an hent evit gwelet ar reier hag ar begoù greunit o tichekal ar Mor-bras e beg ar Raz. Abaoe meur a zek vloaz eo bet kaset pelloc’h en diabarzh ar parklec’hioù a oa a-us an tornaodoù. Adkavet eo bet hoal al lec’hioù gouez gant ar beg. Evit brasañ plijadur an daoulagad ! Da-heul al labourioù mennidik-se en doa gallet beg ar Raz bezañ lakaet e-touez lec’hiennoù meur Frañs (30 zo anezho). 

Hag ar bili gant an dour !

Ar c’hentañ gwarezva natur geologel eo erv an Talberzh, ha labelaet eo bet « Lec’h dibar ». War-hed 3 km e tiroll ur seizenn bili liesliv degaset gant an houl. War ar c’hro-se a ya tre e mor Bro-Dreger n’eus nemet ar morhesk hag ar c’haol-aod a seblant bezañ en o bleud. E penn an erv, pell diouzh ar bourmenerien skuizh o lakaat ar vein da ruilhañ gant o zreid, e tozv an evned o vioù. Gwareziñ a ra al lec’h marzhek-se ar paludoù hag aod Pleuvihan, met ezhomm en deus eñ ivez da vezañ gwarezet. Diarbennoù zo bet kemeret evit adkargañ anezhañ gant bili. 

Lec’hidegoù strujus

En ur zont da vezañ gwarezva natur eo erru paludoù-holen kozh Sine ur gwir baradoz evit an evned. Tost da Wened e stummont ur vozaikenn lec’hidegoù, paludoù ha kanolioù. Evel an holl dakadoù lec’hidek e dalc’h eus ar mareoù ez eo Sine ul lennad plankton eus ar c’hentañ. Ur c’havell mat-tre evit lies a dropadoù evned. Gallout a reer bamiñ ouzh an evned e 7 gwere.

Saludiñ ar gwez kozh

Chomet int bev goude d’ar c’hoadoù koazhañ abalamour da gresk an niver a dud ha d’ar sevel bigi. Dleet e oa d’ar gwez kozh-douar-se bezañ renablet ! Bez’ ez eus ur wezenn-derv 1500 vloaz kozh o welet war maezioù Bulad-Pestivien. Gallout a ra rusk gwezenn-derv Banvre pareañ an heskidi. Gwezenn-gistin Lokoal-Mendon en doa stouet dirak ar chouaned…

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Petra a ra Mirva an Arvor ?

Prenañ a ra Mirva an Arvor tachennoù bresk, hag eno e seven labourioù pe ez aoz anezho. Lakaat a ra morhesk da greskiñ, ha staliañ peulgaeoù koad skañv evit gwareziñ an tevennoù.