Dremmvroioù

Gwel war ar mor marzhus

Dalc’hmat e kemm doare ar vro. Souezhus eo-eñ, pa bebeil an douster, ar gred, an nerzh hag ar vreskted. War an aod e lez an tornaodoù gouez o flas da grommennoù rontaet an tevennoù. Pa stou al lanneg romantel war-du an traoñiennoù e teu da vezañ gwriet gant kleuzioù. C’hoant a c’hallje kaout an den da zispartiañ an arvor diouzh an argoad. Aner eo, ken mesket eo an douar hag ar mor er baeoù hag en aberioù.

Foto 1 Dremmvroioù Foto 2 Dremmvroioù Foto 3 Dremmvroioù Foto 4 Dremmvroioù Foto 5 Dremmvroioù

Ar mor mezevellus

Ur beg-douar balc’h, reier serzh o sevel a-benn d’an eon ; sed aze ar skeudenn skouer, ar stultenn a dremen dre ar spered pa soñjer e Breizh. Ret eo lavaret e kaver eno tornaodoù e-leizh, ha re bras-ral. E beg Penn ar Roz e savont betek 100 m. Er c’hornôg ez eont war-raok e stumm leurennoù alies, o strewiñ kerreg dirazo.

Ar baeoù cheñch-dicheñch

Poan gollet eo deskrivañ ur bae pe un aber lec’hidek, cheñch a ra 2 wech an deiz ! Mor bihan pa vez uhel ar mor, e teu da vezañ ul lec’hideg par d’al loar, strewet a reier hag a velez, d’an daere. Un daolenn cheñchus eo gorre an dour o skediñ pa darzh gant livioù da serr-noz.

Douster en dremmwel

Traezh gwenn flouret gant ur mor treuzwelus, kregin liv an nakr... Un draezhenn eus an trovanoù eo ? N’eo ket, un tevenn eus Breizh eo. Gant ar morhesk, a vir ouzh an traezh da vont kuit, e vez gwarezet e drolinenn wagennek e-ser reiñ bod d’an irinjez glas ha d’ar c’haol-merdead. Pa vez an den e-unan war an dachenn-se e krog ennañ santad ar frankiz ken e ra. Un drugar da amprouiñ e Bae Gwaien, e tevennoù an Ardeven pe e Keremma.

Al lanneg hag he c’hevrinoù

Ar gweledva kevrinusañ eo moarvat. E liv roz hag alaouret ar pallennad plant e sav krec’hioù roc’hellek o fenn. Marteze evit sellet ouzh ar c’haerelled hag ar falc’huned-logod. A-viskoazh e oa bet eus lanneg Menez Are pe eus hini an arvor. Frouezh labour ar beizanted eo lannegi Lanvaoz pe re Pempont avat. War an uhel e vezer bamet gant ar gwel a-ziwar ar gwereoù. 

Glas-deil, glas-dour

Ken mesket eo ar bedoù-se ken e seblant ar gwez-derv gwriziennañ e lec’hid an aberioù. Pe an artichaod kreskiñ er mor. Abalamour da obererezhioù mab-den ne gaver koadeier nemet e tachennoù garlotus, evel m’en diskouez kaer Pempont hag an Uhelgoad. Sklêrijennet e vez klegerioù gant ar skinoù gouloù a sil etre ar fustailhoù. Lakaat a ra ar c’hleuzioù un anneuenn goadek war ar parkeier. Kavet e vezont c’hoazh en traoñiennoù, evel hini ar stêr Aon.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pegen uhel e sav ar mareoù ?

E bae hollgaer Menez Mikael ez eus ur marnaj (an diforc’h etre an uhelvor hag an izelvor) a 16 m, eil rekord ar bed ! Peadra da drelatañ ar weladennerien !