Glad

Toget gant mein-glas, tamolodet er greunit, garlantezet gant man, an tiez giz-kozh a ziskouez un neuz diouto o-unan. Nepell ac’hano ez int gwaredet gant ur chapel. Er c’hêrioù ez eo an tiez o bannoù koad a laka an istor da vevañ, e gwasked ramparzhioù alies. Started ar c’hreñvlec’hioù a adkaver en tourioù-tan hag er chaoserioù a zegemer bigi kozh en-dro. Kemend-all a lec’hioù da « saouriñ » !

Foto 1 Glad Foto 2 Glad Foto 3 Glad Foto 4 Glad Foto 5 Glad
  • Centre-ville de Morlaix (29)

    Glad ar c’hêrioù

    Dre m’eo solut ar savadurioù ha m’eo stag ar Vreizhiz ouzh ar glad e vez gwarezet ar straedigoù, ar c’harterioù leun a henvoazioù er C’hêrioù arz hag istor hag er C’hêrioù bihan neuziet-kaer. An amzer dremenet a vez ergerzhet war droad, a dec’h kuit e-barzh ur viñs-tro, a vleugn war ur blasenn treustoù koad a bep tu dezhi pe en em wisk a-dreñv ur ramparzh. Ar c’heodedoù, birvidik-kaer, zo o tigeriñ ivez en amzer a vremañ.

    evit gouzout hiroc’h

  • Parade

    Glad mor

    Labour pe blijadur, e pep lec’h emañ ar mor, oc’h intrañ ene Breizh ! Moret e vez bagoù-dre-lien giz gwechall e porzhioù kaer birvilh enno, dindan lagad an tourioù-tan. An oufoù zo a-gostez ar Gelveneg pe Konk-Kerne, kêrioù-penn ar pesketa anezho. Pelloc’h e vez Formulennoù 1 ar gwagennoù o regata. Diskibled Tabarly, Kersaozon pe Peyron a loc’h kuit eus Sant-Maloù pa gemeront perzh en Hent ar Rom pe eus an Oriant pa gemeront perzh en dreizhadenn an Oriant-Sant-Barth.

    evit gouzout hiroc’h

  • Château de Vitré

    Kestell ha mogerioù-kreñv

    Breizh a oa warni anal ar Spagnoled, ar Saozon, an duged kenoazus. En em zifenn a reas en ur sevel ramparzhioù, kreñvlec’hioù ha kastelloù. E lec’hioù hollgaer e vezont alies, evel er C’hab Frehel pe e Kameled, rak eno eo emañ ar gwereoù gwellañ ! Hiviziken e vez arsailhet ar savadurioù-se en un doare habask gant an douristed. Ar pal gwellañ-deuet dezho : kêr-gloz Konk-Kerne.

    evit gouzout hiroc’h

  • Chaumière

    Glad ar maezioù

    Evit ar manerioù hag ar mereurioù e oa bet ret d’ar Vretoned pigellat ar greunit da gentañ. Gant ar maen-se e vez roet d’ar c’hêriadennoù an hoal dibar-se, diginkl, tolzennek ha c’hwek war un dro. Feunteunioù, poulloù-kannañ ha fornioù-bara zo strewet tro-war-dro. Ha pa vefent aes da anavezout d’ar sell kentañ, e c’hall an tiez giz-kozh souezhañ an den evelato. Cheñch a reont hervez an dafar zo dindan dorn hag an teroueroù.

    evit gouzout hiroc’h

  • Glad relijiel

    N’eus ket ur bae, n’eus ket un tamm lanneg, un tornaod, hep ma vefe ur groaz vaen, un delwenn pe ur chapel warno. Liammet strizh eo ar Vretoned ouzh an traoù sakr, ha ne oa ket bet ezhomm da aspediñ anezho evit ma vefe goloet ar vro a vonumantoù relijiel ganto. Gant an ilizoù diniver ha gant pinvidigezh ar porzhioù-bered e vez lakaet an den da estlammiñ, kalz muioc’h eget gant an ilizoù-meur. Gwir eo ez eus tost da 900 a sent sañset da wareziñ ar fideled.

    evit gouzout hiroc’h