Kontadennoù hag hengounioù dre gomz

Koñchoù born tennet eus ur c’helorn

Troet eo Breizh war an traoù burzhudus, gant-se eo bet a-viskoazh bro ar gonterien. Dastumet eo bet ar marvailhoù a veze kontet da-geñver ar beilhadegoù, kuit d’an dud d’ankouaat ez eus evit gwir eus an diaoul, an Ankoù, an nerzhioù dreistnaturel pe ar mein ganto galloudoù kuzh. Prouennoù a gaver e lec’hioù zo ! Roet e vez buhez d’ar c’hontadennoù-se en-dro da-geñver nozvezhioù pe festivalioù.
 

Foto 1 Kontadennoù hag hengounioù dre gomz Foto 2 Kontadennoù hag hengounioù dre gomz Foto 3 Kontadennoù hag hengounioù dre gomz

D’an istorioù da chom bev

Desket e veze ar c’hontadennoù dre gomz a rummad da rummad, en-dro d’ar siminal. Dastumet e voe un toullad mat anezho gant Kervarker, kuit dezho da vont da goll, ha bodet e voent gantañ e Barzaz Breiz, embannet e 1839. Klokaet e voe al labour-se gant ar barzh Anatol ar Braz.

An Ankoù, un haroz nes

Santout a reer ur seurt nested etre ar Vretoned hag ar marv, dre lidoù hag un doare da zegas da soñj ingal.E-kerzh nozvezh Nedeleg e vez klevet ar vartoloded beuzet er mor o kanañ e bae an Aon. Da zeiz Gouel an Hollsent e vez lezet krampouezh a-gostez evit an Anaon kollet. Met an hini a ra ar muiañ a aon eo an Ankoù. Dont a ra ar skeledenn-se, en em c’hronnet en he c’hap ha ganti ur falc’h troadet war an tu-gin, da gerc’hat ar re a zo oc’h ober o zalaroù. Gwell d’an den chom kloz er gêr pa glev karrigell an Ankoù o wigourat.

Kounnar ur ramz en Uhelgoad !

Na selaouit ket ar pezh a lavar an douarourien. Gant Gargantua e oa bet krouet Kleger an Uhelgoad, anezhañ ur wrac’hellad reier ront, lec’h ma tremen ar Stêr Arc’hant. Abalamour n’en doa ket kavet mat ar pred a oa bet servijet dezhañ gant tud ar barrez en doa taolet ar ramz bili bras-spontus warno diwar arvor Bro-Leon.

Peulvanoù o galloudoù burzhudus

An hini a zeu a-benn da risklañ 7 gwech diouzh renk war ur peulvan hep en em grafignat, a gavo un danvez-pried hep mar ebet. E Karnag eo mat d’ar c’houbladoù redek en-dro da Vaen Kerderv : evel-se o dez muioc’h a chañsoù da gaout bugale. E lec’hioù all ez eus kalz a beulvanoù hag a vije tud difeiz troet da vein.

Ne vez ket kontet an nozvezhioù kontañ ken !

Aozet e vez ur bern abadennoù ha festivalioù en ekomirdioù, en ostalerioù, er mediaouegoù… Baleadennoù kontañ e-leizh a vez. E-mesk ar re bouezusañ emañ ar festival Komzioù ar Goañv e Loudieg, Mythos e Roazhon, an Dolgenn Aour e Redon. Konterien zo, e-giz Lucien Gourong, zo erru brudet-mat.

Daoust ha gouzout a raec’h?

Penaos lakaat 130 tonenn da fiñval ?

En Uhelgoad e c’hallit lakaat ur roc’h dezhi 130 t., ar Maen-Dogan, o pouezañ gant ho piz, tra ken. Gant ma ve kavet ar poent hud ganeoc’h !