Gouelioù ha festivalioù

Startijenn Breizh war wel !

Dañsal ar jabadao pe tekno en Trans ? Kontadennoù gallaouek pe Ken Loach er yezh orin e Dinarzh ? Un tournamant giz ar Grennamzer e Dinan pe ur battle hip-hop ? A-hed ar bloaz e weler gant ar gouelioù hag ar festivalioù pegement a startijenn a zo gant Breizh, ur rannvro plijus an darempredoù etre an dud enni. Gouelioù Etrekeltiek an Oriant, an Erer Kozh e Karaez zo darvoudoù brudet e Frañs a-bezh ha gortozet e vezont gant miliadoù a dud....

Dañsal ar jabadao pe tekno en Trans ? Kontadennoù gallaouek pe Ken Loach er yezh orin e Dinarzh ? Un tournamant giz ar Grennamzer e Dinan pe ur battle hip-hop ? A-hed ar bloaz e weler gant ar gouelioù hag ar festivalioù pegement a startijenn a zo gant Breizh, ur rannvro plijus an darempredoù etre an dud enni. Gouelioù Etrekeltiek an Oriant, an Erer Kozh e Karaez zo darvoudoù brudet e Frañs a-bezh ha gortozet e vezont gant miliadoù a dud. Abadennoù a-feson evit soubañ er sevenadur ! 

Muioc'h a skrid

Foto 1 Gouelioù ha festivalioù Foto 2 Gouelioù ha festivalioù Foto 3 Gouelioù ha festivalioù Foto 4 Gouelioù ha festivalioù Foto 5 Gouelioù ha festivalioù Foto 6 Gouelioù ha festivalioù

Festivalioù leun a livioù hag a sonioù

War ar pemdez ne vez digarez da welet koefoù nemet war ar boestoù gwispid pe an deiziataerioù. Ma fell deoc’h gwelet dilhad ha dañsoù hengounel ez eo gwell deoc’h neuze mont d’ober un dro er Rouedoù Glas e Konk-Kerne, e Gouelioù Kerne e Kemper, e Gouelioù Etrekeltiek an Oriant… Ha peogwir e kustumer meskañ ar gizioù e Breizh, e c’hallot ivez klevet bagadoù levezonet gant ar sonerezh jazz pe kanaouennoù brezhonek lusket gant an tekno.

Sonadegoù a bep seurt da blijout d’an holl

Miliadoù a dud, c’hwezh ar c’hrampouezh, div leurenn, meur a zek strollad, darn en o zouez brudet er bed a-bezh : emaoc’h en Erer Kozh e Karaez. Eno e kresk ar geot en-dro lec’h ma’z eus bet kejadennoù dic’hortoz etre familhoù ha punked, ar re a blij ar world dezho hag ar re a zo sot gant ar pop-rock. En un doare arbennikoc’h e klask an Transmusicales e Roazhon, Art Rock e Sant-Brieg ha Hent ar Rock e Sant-Maloù diskoachañ ar pezh a ray berzh en amzer-da-zont. Dalc’het e vez an darn vrasañ eus ar festivalioù e-pad an hañv. Menegomp ivez Kraozon, Sant-Nolf…

Dedostit, tudjentil, ha bec’h d’ar festoù

E meur a gêr e vez implijet ar savadurioù dibar a zo enno evit lakaat an dud da vevañ adarre ar mareoù kaer ma oant bet savet. Aozet e vez gouelioù war ar Grennamzer ouzh troad ar ramparzhioù e Dinan, Gwened, Josilin…

En-dro… C’hoari !

Dont a ra ar sinema davet an arvesterien gant festival ar sinema eus Breizh-Veur e Dinarzh, hini Douarnenez, Travelling e Roazhon… Un endro eus ar re blijusañ a vez da-geñver an emgavioù-se.

An holl dud er-maez !

Klotañ mat-tre a ra ar spered a frankiz hag a vignoniezh a vez gant ar Vretoned gant Arzoù ar straedoù. Kalz a startijenn a vez degaset gant Abadennoù ar Serr-Noz e Roazhon, an abadennoù-souezhadennoù gant Royal de Luxe e Naoned, ar Fornigell e Brest, ar FAR e Montroulez.

Gerioù an awen hag an alan

Ha pa vefent skrivet, kontet, pe distaget a vouezh uhel, e vez lakaet ar gerioù da vevañ da vat da-geñver an Dolgenn Aour e Redon, Devezhioù al Levrioù e Begerel, Mythos pe ar festival Leurennañ e Roazhon… Ober a ra ar Veajourien Vamus un arsav bep bloaz e Sant-Maloù.

Daoust ha gouzout a raec’h kement-mañ ?

Betek pelec’h ez ay Breizh ?

BZH er Zénith ! Mont a ra ar gouelioù e-maez ar vro, lec’h ma sachont tud e-leizh er stadoù pe salioù bras da-geñver Nozvezhioù Gouel Padrig hag an Nozvezhioù Etrekeltiek.

www.festival-bretagne.com

www.etonnants-voyageurs.com

www.festival-intreceltique.com