Ar sonerezh

Eus Asurañstouriks betek DJ Zebra

Bras-kenañ eo pouez ar sonerezh. Ur mestr telennour e oa Marzhin dija. Seniñ al lourenn a rae ar varzhed hag an drouized. Evit bezañ klevet mat eo en em lakaet ar Vretoned d’ober gant daou venveg kreñvoc’h o son : ar binioù hag ar vombard. Barrek eo ar bagadoù, gwelloc’h eget biskoazh, da lakaat ar c’halonoù da dridal. Digor int war ar sonerezhioù all, e-se int kustum da seniñ asambles gant an arzourien a ra berzh war al leurennoù hag er...

Bras-kenañ eo pouez ar sonerezh. Ur mestr telennour e oa Marzhin dija. Seniñ al lourenn a rae ar varzhed hag an drouized. Evit bezañ klevet mat eo en em lakaet ar Vretoned d’ober gant daou venveg kreñvoc’h o son : ar binioù hag ar vombard. Barrek eo ar bagadoù, gwelloc’h eget biskoazh, da lakaat ar c’halonoù da dridal. Digor int war ar sonerezhioù all, e-se int kustum da seniñ asambles gant an arzourien a ra berzh war al leurennoù hag er festivalioù. 

Muioc'h a skrid

Foto 1 Ar sonerezh Foto 2 Ar sonerezh Foto 3 Ar sonerezh Foto 4 Ar sonerezh Foto 5 Ar sonerezh Foto 6 Ar sonerezh Foto 7 Ar sonerezh

Ar binioù, son dibar Breizh

Graet e vez binioù-bras eus an hini a zo bet amprestet digant ar Skosiz. Binioù-kozh a vez graet eus an hini bihan. Daoust ma oa deuet ar seurt binvioù-se eus an takad kreizdouarel ez int bremañ arouezioù eus Breizh. Sonet e vez ar vombard, anezhi un doare oboell he lañchenn gorz, daou-ha-daou gant ar binioù. Ober a reont berzh er pardonioù, gouelioù pobl ha festoù-noz.

Sonioù skeltr ar bagadoù

Er bloavezhioù 1950 e voe lakaet taboulinoù ha taboulinoù sklent asambles gant biniawoù ha bombardoù d’ober ar bagadoù, anezho ar strolladoù klev skeltrañ er bed. Gouest int da lakaat Stad Frañs leun-chouk pe ar Zenith da dregerniñ da-geñver an Nozvezhioù Keltiek. Lann-Bihoue eo ar bagad anavezet ar muiañ abaoe ma oa bet anv anezhañ en ur ganaouenn gant Alain Souchon. Krog eo ar bagadoù da vont alies war-zu ar sonerezh jazz, an tekno a-wechoù, pe da seniñ asambles gant strolladoù rock.

Kanañ, un afer familhoù

E deroù an 19vet kantved e voe dastumet kanouennoù gant Kervarker. Gant ar c’hoarezed Goadeg hag ar vreudeur Morvan avat e c’haller kavout kan-ha-dikan war ar CDoù. Bep bloaz e vez boulc’het erv an Erer Kozh gant ar vreudeur Morvan, lusk ganto bepred, e-giz-se o deus kanet gant an Tambours du Bronx. Kanerien yaouank zo d’o heul, evel Denez Prigent.
Kanerien zo ivez e-mesk ar vartoloded, en em gavout a ra lod anezho e festival Pempoull.

Kanerien nevez bepred

Awenet ez eus bet arzourien gant tonioù ha barzhonegoù eus ar vro. Kaset e vezomp da cheñch endro da-heul Yann Tiersen, Dan ar Braz, Alan Stivell, Matmatah pe Miossec, pep hini anezho diouzh e zoare.
A-drugarez da dud youl ganto, hunvreerien vras anezho, ez eus bet krouet festivalioù, savet leurennoù deuet da vezañ brudet-kaer bremañ. Graet ez eus bet anaoudegezh gant arzourien donezonet-kaer evel Nirvana pe Bjork dre ar salioù UBU e Roazhon, an Olympic e Naoned, festival an Transmusicales, festival Penn ar Bed.

Reiñ an ton

Talvezout a ra lañs ar rannvro war dachenn ar sonerezh klasel ivez. Kinniget e vez sonadegoù gant Laz-seniñ Breizh, e Roazhon ha da-geñver troiadoù er broioù estren. Aozet e vez abadennoù en ilizoù Gwidel gant Festival ar Seizh Chapel.

Daoust ha gouzout a raec’h  ?

Hag ur c’han broadel zo gant Breizh ?

Abaoe 1900 eo Bro gozh ma zadoù kan broadel Breizh. Savet eo bet diwar kan broadel Kembre, a zo anavezet mat peogwir e vez kanet a-stroll er stadoù da-geñver Tournamant ar 6 Broad.

  www.musiquesbretonnes.com/