Ar sinema

Treiñ a ra e Breizh !

Abaoe mare ar vreudeur Lumière e vez diskouezet Breizh ingal en dalenn gentañ. Pe e vefe evit filmoù hir pe berr, teulfilmoù pe filmoù bevaat, e labour realizatourien eus Breizh evit ar skinwel hag ar sinema. Plijout a ra he dremmvroioù, ha dreist-holl ar mor, d’ar filmaozerien eus Pariz pe eus ar broioù all ivez. Amañ eo bet Manuel Poirier o treiñ 3 film, ha bet eo Jean-Pierre Jeunet o lakaat Audrey Tautou da c’hoari. E miz Genver 2010 e oa...

Abaoe mare ar vreudeur Lumière e vez diskouezet Breizh ingal en dalenn gentañ. Pe e vefe evit filmoù hir pe berr, teulfilmoù pe filmoù bevaat, e labour realizatourien eus Breizh evit ar skinwel hag ar sinema. Plijout a ra he dremmvroioù, ha dreist-holl ar mor, d’ar filmaozerien eus Pariz pe eus ar broioù all ivez. Amañ eo bet Manuel Poirier o treiñ 3 film, ha bet eo Jean-Pierre Jeunet o lakaat Audrey Tautou da c’hoari. E miz Genver 2010 e oa Catherine Deneuve e Kemper…

Muioc'h a skrid

Foto 1 Ar sinema Foto 2 Ar sinema Foto 3 Ar sinema

Barzhoniezh war ar skramm

Ma vefe dav delc’her soñj eus un toullad filmoù hepken, menegomp Remorques, troet e 1939 e Penn-ar-Bed diwar ur senario gant Jacques Prévert ha c’hoariet gant Jean Gabin ha Michelle Morgan, ha neuze Les Vacances de M. Hulot savet ha c’hoariet gant Jacques Tati e 1952 e Sant-Mark, el Liger-Atlantel..

Ar Roc'h-Goueon, ur gwir “star”

Ur bam eo gwelet kastell ar Roc’h-Goueon, en Aodoù-an-Arvor, ma oa bet Kirk Douglas ha Tony Curtis oc’h en em gannañ evit Janet Leight, er mell film The Vikings. Tremen a ra ivez senennoù zo eus ar film Ridicule gant Patrice Leconte er c’hastell-se savet a-us ar mor.

Ar sinema ha Breizh, tomm an eil ouzh egile

6 film zo bet graet gant Claude Chabrol e Breizh, en o zouez Que la bête meure, Le Cheval d’orgueil ha diwezhatoc’h La Cérémonie hag Au coeur du mensonge gant Jacques Gamblin ha Sandrine Bonnaire. Er Mor-Bihan e oa bet troet Mon Oncle d’Amérique gant Alain Resnais, bet ganet e Gwened. Gant ar film Tess, troet gant Roman Polanski e Lokorn, e oa aet ar César evit ar c’hinkladurioù gwellañ.

Da welet er skinwel

Er bloavezhioù diwezhañ ez eus bet roet digarez da vilionoù a arvesterien d’ober anaoudegezh gant Breizh dre ar film Dolmen gant Ingrid Chauvin ha Bruno Madinier. Bet e oa ar skipailh filmañ o labourat en un dek lec’h bennak war an douar-bras hag er Gêrveur abalamour da gaout an endro a oa ezhomm. Lakaet e vezer da welet neuzioù all eus Breizh gant Antoine Dulery ha Marius en heuliadenn Petits meurtres en famille.
E 2011 ez eus roet emgav d’an dud gant Aurélien Wiik, Martin Lamotte, Fanny Valette ha Lou Doillon evit L’Epervier war France Télévisions, ha gant Thierry Lhermitte evit Doc Martin war TF1.

Daoust ha gouzout a raec’h?

Ha deuet e vefe Obeliks war e giz evit benañ peulvanoù ?

N’eus ket eus an enezenn Ti Kern a gaver en heuliadenn Dolmen, nag eus peulvanoù hag a vez o tiwadañ kennebeut. Fardet e oa bet ar peulvanoù-se gant ur stal eus an Oriant ha lakaet e oant bet e stumm ur c’helc’h e-kichen tour-tan beg Enez-Konk, e Konk-Leon.