Ar mojennoù

Etre mojennoù hag Istor

Gant gwir abeg e vez graet Douar ar Mojennoù eus Breizh. Kaset e vezer da hunvreal gant hec’h Istor, he sevenadur keltiek, he lec’hioù hud, he lanneier kevrinus. E koad Pempont eo lec’hiet mojennoù Arzhur. Klevet e vez, etre ar peulvanoù hag a-dal da Zouarnenez, heklev pobloù aet da get ha kêrioù beuzet er mor. Kavet e vez sent o galloudoù hud e lec’hioù brudet-kaer.
 

Foto 1 Ar mojennoù Foto 2 Ar mojennoù Foto 3 Ar mojennoù Foto 4 Ar mojennoù Foto 5 Ar mojennoù

Marzhin, sot gant Breselien

Santout a reer eo intret ar reier o-unan gant mojennoù Arzhur hag an Daol Grenn. Pa vez al loar en he c’hann e klever taolioù kleze Arzhur enep un aerouant o tregerniñ e Lokmikael-an-Traezh. E Breselien, e koad Pempont, ec’h adkaver lec’hioù mojennel stank. Kejet en doa Marzhin an Achanter gant Ninian e Feunteun Barandon. Strobinellet e voe an Achanter gant ar voudig, ouzh troad ur wezenn. Emañ e vez e-kichen Feunteun an Dour a Vuhez. Morgan, evit en em veñjiñ eus ar baotred, a serr anezho en Draonienn hep Distro a zo skilt ruz tro-dro dezhi. N’eus nemet Lañselod hag a voe barrek d’en em dennañ a-zindan gazel-ge. A-wechoù e weler an Itron Wenn o tremen a-hed fozioù Kastell Tresaozon, ul lec’h hud ma’z eus.

Ar bedoù aet da get

Bedoù hud zo er peulvanoù. E-pad an noz e vez ar gorriganed, anezho boudoù malisius, o c’haloupat etre ar meurvein.E Karnag e vije bet troet soudarded roman e mein, sonnet en o steudadoù. Diblaset e vije bet mein alez-toet Maen ar Boudiged gant boudiged just a-walc’h. Moarvat o doa ranket pleustriñ un tamm a-raok !

Savet e oa bet kêr-Iz, ar gêr vrav ma oa unan, gant ar roue Grallon evit e verc’h Dahud, e bae Douarnenez. Laeret e voe alc’hwez ar skluzioù gant an diaoul a lakaas ar mor da liñvañ ar gêr. Mont a reas Dahud, goude beuziñ, da vorganez.

Sent korf hag ene

Enoret e vez 7 sant diazezour o buhez leun a droioù-kaer, ha sellet e vez oute evel tadoù Breizh. Azeulet e vezont c’hoazh da-geñver pardonioù : sant Padern (Gwened), sant Kaourintin (Kemper), sant Brieg, sant Tual (Landreger), sant Samzun (Dol), sant Maloù, sant Paol Aorelian (Kastell-Paol). En-dro dezho ez eus c’hoazh aridennadoù sent hag a oar pareañ kuit a c’houlenn emgav, n’eus nemet seveniñ ur ritual bennak d’ober ! Pareet e vezer gant Meriadeg diouzh ar vouzarded gant ur c’hloc’h. Ma tremenit dindan bez Urfol ez ay ar rem kuit diganeoc’h ! Mat eo dour feunteun Meven enep kleñvedoù ar c’hroc’hen…

Daoust ha gouzout a raec’h  ?

Piv eo santez Anna ?

Meur a weledigezh eus santez Anna, mamm-gozh Jezuz ha maeronez ar Vretoned, zo bet e-kichen an Alre. Dour he feuteun a zegas nerzh en-dro ha mat eo evit ar mammoù a vez o reiñ da zenañ.

http://bretagnesecrete.unblog.fr/legendes-bretonnes
www.broceliande-pays.com
www.bretagne-tours.com
www.bretagne-celtic.com
www.infobretagne.com
www.bretagne.com/fr/culture_bretonne