Ar c'hrouiñ

Hengoun ha nevezenti

Pep bro he deus savet tamm-ha-tamm he stil dezhi hec’h-unan, ha pell eur aet ganti a-wechoù : 1200 stumm gwiskamantoù ! Merzout a reer koulskoude e teuont holl diwar ar memes mammennoù. Plijout a ra nerzh an dargemmoù d’ar c’hrafourien, d’ar vroderien. Adkavet e vez ar memes tresoù troidellek war ar feilhañs, ar gwiad hag an arrebeuri. E kêrioù artizanelezh evel Gazilieg, Roc’h-an-Argoed pe Pont-Skorf e vez krouet traoù nevez diwar an...

Pep bro he deus savet tamm-ha-tamm he stil dezhi hec’h-unan, ha pell eur aet ganti a-wechoù : 1200 stumm gwiskamantoù ! Merzout a reer koulskoude e teuont holl diwar ar memes mammennoù. Plijout a ra nerzh an dargemmoù d’ar c’hrafourien, d’ar vroderien. Adkavet e vez ar memes tresoù troidellek war ar feilhañs, ar gwiad hag an arrebeuri. E kêrioù artizanelezh evel Gazilieg, Roc’h-an-Argoed pe Pont-Skorf e vez krouet traoù nevez diwar an hengoun-se. 

Muioc'h a skrid

Foto 1 Ar c'hrouiñ Foto 2 Ar c'hrouiñ Foto 3 Ar c'hrouiñ Foto 4 Ar c'hrouiñ Foto 5 Ar c'hrouiñ

Diwallit da frailhañ ar feilhañs !

Piv n’en deus ket bet ur volenn divskouarn ganti pe e anv-bihan merket warni gant an dorn ? Adalek eil lodenn an 18vet kantved e voe anavezet tresoù feilhañserezh Kemper, en o mesk ar c’houblad Bretoned o gwiskamant hengounel, deuet da vezañ mil brudet. Kenlabourat a reas ar stal Henriot gant livourien evel Mathurin Méheut pe Réné-Yves Creston a grouas kinkladurioù eviti. Hiziv an deiz e vez treset, en un doare ken fin bepred, temoù hengounel ha stummoù a vremañ gant livourien, arzourien anezho kentoc’h eget obererien.

Koefoù ha gwiskamantoù, gwelloc’h eget ur gartenn identelezh!

Gouezet e veze dre ar gwiskamant, e livioù, e glinkadurioù, eus pelec’h e teue an den a lakae anezho, pe oad e oa, petra e oa e renk er gevredigezh. E bro Kemper e veze chupennoù glas dreist-holl, gant-se e veze graet Glaziked eus an dud ac’hano. Bragoù-bras a veze gant Kerneviz. Sonn eo ar c’hoefoù bigoudenn e-barzh an avel, evel un tour-tan. En-dro d’an Oriant, er c’hontrol, emañ ar c’hoef a vez graet « aéroplane » anezhañ.

N’eo ket torret e neudenn diwezhañ gant ar broderezh !

Gant ar broderezh e livioù flamm melen hag aour eus ar Vro Vigoudenn o deus ar vroderien, paotred anezho holl gwechall, peadra da fougeal. Brodañ a raent kerniel meot, heolioù, pesked, bleunioù stilekaet war an tavañjeroù evit an devezhioù-gouel, war ar c’horfennoù hag ar jiletennoù. Lorc’het e veze an hini a veze ouzh e zilhad an tres priziet ar muiañ : ur bluenn baun. En em lakaat a reas ar merc’hed da labourat gant danvezioù finoc’h, evit aozañ tavañjeroù pe chalioù. Deuet eo ar broderezh war e giz e stumm lienaj-taol pe dilhad warno un tres hepken. Graet e vez bravigoù war batrom ar broderezh ivez.

Gweleoù-kloz digor d’an ijin

Ar gweleoù-kloz e oa ar pezhioù arrebeuri pennañ. Serret e vezent gant dorozioù pe rideozioù. Implijet e vez o zal, hiziv an deiz, d’ober panelloù da fichañ. Klinket e vezent, evel ar bankoù-tosel, gant tresoù deuet diwar ar relijion, gwerzhidi, lankelloù, arabeskennoù… Adsavet ez eus bet re mod nevez en un doare skañvaet gant ar vreudeur Bourelleg, anezho dizagnerien yaouank ganet e Kemper.

Daoust ha gouzout a raec’h  ?

Penaos bezañ diouzh ar c’hiz ?

Diwar dilhad labour gwechall ez eus deuet dilhad diouzh ar c’hiz evel ar porpantoù eouliet melen Cotten, ar c’habigoù Le Minor hag ar c’hrezioù martolod Armor-Lux.