An dañsoù

Fest an treid ha hini ar spered !

Plijout a ra d’ar Vretoned dañsal, hag a-viskoazh eo plijet se dezho. Kaoz a oa eus se gant an Itron de Sévigné ha taolennet e oa bet meur a zañs-tro – an-droioù, gavotennoù ha kement zo – gant livourien eus an 19vet kantved. Hiziv an deiz e vez degaset c’hoant d’an dud, forzh pe oad e vefent, da hejañ o zreid gant ar festoù-noz hag ar festoù-deiz. Bep dibenn-sizhun e kustum miliadoù a dud, re ampart pe deraouidi, dañsal a-stroll gant kalz a...

Plijout a ra d’ar Vretoned dañsal, hag a-viskoazh eo plijet se dezho. Kaoz a oa eus se gant an Itron de Sévigné ha taolennet e oa bet meur a zañs-tro – an-droioù, gavotennoù ha kement zo – gant livourien eus an 19vet kantved. Hiziv an deiz e vez degaset c’hoant d’an dud, forzh pe oad e vefent, da hejañ o zreid gant ar festoù-noz hag ar festoù-deiz. Bep dibenn-sizhun e kustum miliadoù a dud, re ampart pe deraouidi, dañsal a-stroll gant kalz a blijadur.

Muioc'h a skrid

Foto 1 An dañsoù Foto 2 An dañsoù Foto 3 An dañsoù Foto 4 An dañsoù

Luskat ar vuhez pemdez

Digarezioù a-leizh a veze da zañsal : euredoù, pardonioù, pa veze echu gant labourioù a-stroll… Alies ne veze ket ezhomm da glask un digarez bennak, trawalc’h e oa kaout c’hoant da vezañ asambles ! Evit an degouezhioù pouezus e veze pedet sonerien. A-hend-all e veze kavet dalc’hmat kanerien ha tud a volontez vat.

It e-barzh an dañs

A-du emañ an holl o deus sellet pizh ouzh an traoù : un dra a bouez eo an dañs e Breizh. Kemeret e vez perzh gant an holl dud. N’eur ket evit mirout ouzh unan bennak a zont er ront. It d’ur fest-noz, degemeret e viot gant ar strollad tud a sacho ac’hanoc’h d’e heul. Ken aes ha tra eo. Erfin, ret eo lavaret buan, rak evit dañsoù zo (fisel, kost ar c’hoad) ez eus ezhomm da vezañ pleustret un tamm a-raok. Forzh penaos, pe e vefec’h o sellet pe o kemer perzh, ne vo ket kavet hir an amzer ganeoc’h… Un ali fur memes tra : n’it ket da lakaat ur gwiskamant hengounel. Er festoù seurt-se ne vez gwelet den ebet gwisket evel-se.

Nag e-barzh ar c’helc’hioù ?

Ouzhpenn 250 kelc’h keltiek zo, e Breizh hag e lec’h all ivez. Delc’her a ra ar strolladoù-se da vrudañ an dañsoù hengounel ha d’impljout anezho da-geñver arvestoù mod nevez alies hag a zo par d’ar pezh a ra ar strolladoù etrebroadel gwellañ. Kemer perzh a ra darn eus ar c’helc’hioù en ur genstrivadeg ma vez dibabet ur “maout” evit pep rummad. Gant ar c’hentelioù sonerezh, yezh ha kement zo, gant al labour a reont evit ar vugale, int deuet da vezañ gwir skolioù sevenadurel.

Kompagnunezhioù mod nevez

Birvilh a gaver ivez war dachenn an dañsoù mod nevez. Krouet ez eus bet 34 c’hompagunuezh dañs a vremañ e Breizh. Digarez o dez da ziskouez o labour d’an dud da-geñver ar festivalioù Agitato en Tric’horn e Roazhon, Antipodoù e Brest,pe e Kreizenn vroadel Roazhon ha Breizh… Ouzhpenn-se, alies e vez goulennet digant an arvesterien mont da aktored, kement ha delc’her gant an hengoun a-stroll…

Daoust ha gouzout a raec’h?

Adkavet e vez dañsoù Breizh da-geñver abadennoù meur : Gouelioù Kerne e Kemper, Gouel Etrekeltiek an Oriant, ar Rouedoù Glas e Konk-Kerne… Dalc’het e vez Kampionad Breizh e-kerzh Festival ar Sant Loup, e Gwengamp.