An arz a vremañ

Gant e oberennoù liesseurt emañ ar FRAC (dalc'had rannvroel an arz a vremañ) e penn ur rouedad kreizennoù arz ha palieroù hag a ra war-dro ar skignañ er c’hêrioù bras pe vihan. Adkavout a reer gantañ an holl vediaoù : livañ, tresañ, luc’hskeudenniñ, video, kizellañ, staliadurioù… Roet e vez kalzik a blas d’an doareoù arz nevez savet diwar temoù pe materioù eus ar vro.
 

Foto 1 An arz a vremañ Foto 2 An arz a vremañ Foto 3 An arz a vremañ Foto 4 An arz a vremañ Foto 5 An arz a vremañ

Brudañ an arzourien dre ar FRAC

Gant 3 000 oberenn eo FRAC Breizh unan eus an dastumadoù pinvidikañ a gaver e Frañs.
E-kichen Raymond Hains ha Jacques Villeglé e kaver arzourien evel Marcel Dinahet, Yvan Le Bozec, Jean-Philippe Lemée, Gilles Mahé, Cyrille Mariën, Yvan Salomone, Yves Trémorin, Pascal Rivet…

Diskouezadegoù leun a vuhez

E meur a greizenn arz a vremañ lec’hiet mat, e-barzh monumantoù istorel a-wechoù, e kinniger ur sell dibar war hor bed. Emañ La Criée e-kichen Koc’hu kreiz-kêr e Roazhon. Er C‘harter, e Kemper, e kaver ul levrdi hag un ostaleri sko gant ar salioù diskouezadegoù. En Dreuzell e Brest e vez kinniget dañs, arvestoù ha sonerezh ouzhpenn an arzoù neuziañ. Ar palier an Degemer Mat e Roazhon zo un ostaleri ivez. Degas a ra Kreizenn Etrebroadel an Arz a Vremañ startijenn d’an holl balieroù e Pont-Aven.

An arz tost ouzh an dud

Gwechall e oa deuet an arz davet an dud e meur a stumm – gwerennoù-livet, broderezh, kalvarioù. Hiziv an deiz e teu da gejañ gant ar vizitourien a ya da welet an « Arz er chapelioù » er Mor-Bihan pe d’ober anaoudegezh gant Roazhon da-geñver Gouel daouvloaziek an arz a vremañ (er bloavezhioù par). Muioc’h digustum c’hoazh eo ar « Pop Art war ar maez » e Nizon, e-kichen Pont-Aven. Bet eo an dud o kerc’hat poltredoù e deun o ziretennoù evit adstummañ anezho diouzh doare Andy Warhol. Dispaket e vez neuze livioù flamm ha fresk !

Etre natur ha sevenadur

An arz n’emañ ket en diabarzh ! E park Kergwehenneg e vezer kaset, etre gwez kozh-kozh, da welet delwennoù gant Giuseppe Penone, Richard Long pe Jean-Pierre Raynaud. Eno e kavot un daol-vaen mod nevez zoken.
E Pont-Skorf, it da weladenniñ ur gêr neuziet-kaer hag ar maezioù tro-war-dro, "L’art chemin faisant".

Daoust ha gouzout a raec’h  ?

Petra eo al land art ?

Kaerder ar vro hag an danvezioù a gaver enni a vroud an arzourien da grouiñ traoù e-kreiz an natur gant mein, koad, war an traezh pe war ul lenn. Kinniget e vez festivalioù Land Art e Trebeurden, Breselien…

www.artcontemporainbretagne.org

www.art-kerguehennec.com

http://www.lesateliersderennes.fr/