Al livañ

Breizh a sach an dud donezonet etrezek enni

Trellet e oa daoulagad Matisse gant strink al livioù pur. « An dereziadoù livioù marzhus, an amlivioù dreistordinal » a veze priziet kalz gant Gauguin, unan eus pennoù bras Skol Pont-Aven. Badouellet e veze Boudin e-unan gant oabloù Breizh. Plijet e veze Picasso gant kouronkerezed startijenn ganto. Awenet eo bet an holl livourien gant ar gouloù sebezus, ar c’hemmoù krenn, livioù melen ha glas al lanneier, al liv glas liesstumm, evel ar...

Trellet e oa daoulagad Matisse gant strink al livioù pur. « An dereziadoù livioù marzhus, an amlivioù dreistordinal » a veze priziet kalz gant Gauguin, unan eus pennoù bras Skol Pont-Aven. Badouellet e veze Boudin e-unan gant oabloù Breizh. Plijet e veze Picasso gant kouronkerezed startijenn ganto. Awenet eo bet an holl livourien gant ar gouloù sebezus, ar c’hemmoù krenn, livioù melen ha glas al lanneier, al liv glas liesstumm, evel ar mor. 

Muioc'h a skrid

Foto 1 Al livañ Foto 2 Al livañ Foto 3 Al livañ Foto 4 Al livañ Foto 5 Al livañ

Liverezh dre zour… mor

Krouet e oa bet korf livourien ar verdeadurezh gant Colbert. Degemeret e vezont war ar bigi ofisiel ha “trempañ” a reont o barroù livañ er mor. Droed o deus da lakaat un eor da-heul o sinadur. En 18vet kantved e voe taolennet gant Jean-François Hue porzhioù en o c’haerañ, evel hini Sant-Maloù da skouer. En 20vet e labouras Marin Marie e Kankaven. Hiziv an deiz o deus Titouan Lamazou ha Philip Plisson (hag eñ luc’hskeudenner) an enor da sinañ gant un eor.

War roudoù livourien Pont-Aven

Degaset e voe brud war Bont-Aven gant Gauguin a oa en em gavet eno e 1886, asambles gant Emile Bernard, Paul Sérusier ha Maurice Denis. Anavezet e vez ar skol-se dre he doare eztaolus kreñv ha kemm he livioù. Mont a reas al livourien-se da vevañ d’ar Pouldu abalamour da c’hallout kendelc’her da ren ur vuhez diroll kuit da zispign re. Paeañ a raent o feurm o livañ mogerioù Ti Marie-Henry, a zo bet adsavet abaoe. Kaset e viot gant ur wenodenn war roudoù al livourien, deoc’h d’ober anaoudegezh gant oberennoù zo el lec’hioù ma oant bet krouet.
E Pont-Aven ez eus ur mirdi ha palieroù da vont pelloc’h gant plijadur an taolennoù eus lec’hioù Breizh pe eus ar vuhez enni.

Enez-Vriad hag he skeuliad livioù

E penn kentañ an 20vet kantved e voe dedennet arzourien a oa gant neuz cheñch-dicheñch Enez-Vriad, he bleuñv kaouled hag hec’h oufoù. Bet eo Foujita, Matisse hag Henri Rivière o klask awen eno.

Ur mirdi dindan an amzer

Livourien zo, ganet er vro, o deus bevet a-viskoazh e-touez livioù an arz. Paul Signac e Sant-Briag, Mathurin Méheut e Lambal, Yvonne Jean-Haffen e Dinan, Tal-Coat e Kemper zo aet eus ar greunvaen d’ar moulladurioù. Sebezet ez eus bet tud brudet dre ar bed gant gouloù splann an aodoù. Eno e voe diskoachet oabloù gant Boudin, porzhioù gant Turner hag Odilon Redon. 39 gwech eo bet taolennet ar Gêrveur gant Monet. Gwall blijet e voe Picasso gant kouronkerezed ha traezhennoù kaer Dinarzh.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Evañ pe livañ ?

E Pont-Aven pe en Enez-Vriad ez eus bet anavezet meur a stultenn eus perzh an arzourien. En Enez-Vriad e reas ul livour e boltred war ur werenn evit paeañ e zleoù da blac’h an ostaleri. Hiziv an deiz e c’haller gwelet 200 gwerenn livet en Ostaleri ar Besketaerien.

www.pontaven.com

http://www.netmarine.net/