Al lennegezh

Stiloù a bep seurt

Merket eo bet lennegezh Breizh gant ar skrivagner romantel François René de Chateaubriand, evel pa vefe e stil o c’hwezhañ diwar e roc’h e Sant-Maloù. Kalz a skrivagnerien all zo bet levezonet gant an douaroù pe al lec’hioù o doa dibabet. Lod a denn o ijin diwarno war eeun, evel Pêr-Jakez Helias e-barzh Marc‘h al lorc‘h pe Pierre Loti gant Pempoull. Lod all a ijin traoù nevez pa vezont e Breizh, evel Alfred Jarry e Roazhon. 

Foto 1 Al lennegezh Foto 2 Al lennegezh

Lec’hioù da vagañ an ijin

Pa vezer o vale e vez a-wechoù evel pa vefed o lakaat an treid war bajennoù ur romant. Kement-se a santer e kastell an itron de Sévigné, e garzhaouegoù bro Gwitreg. Memes tra e Komborn ha Sant-Maloù hag a oa ken tomm ouzh kalon Chateaubriand. Gant Ernest Renan pe Louis Guilloux, e-barzh Le Sang Noir, ec’h anavezer kentoc’h tro-spered an Dregeriz. Buhez ar besketaerien, kontet en un doare fetis gant Pierre Loti, a c’haller lenn war ar c’haeoù e Pempoull. En ur porzh all, e Naoned, en doa bevet Jules Verne e vugaleaj hag eno e oa bet krouet an dreistrealouriezh gant Jacques Vaché hag André Breton. Evit Roazhon, enni ez eus chomet un tamm eus ar spered diroll a blije kalz da Alfred Jarry.
Doareoù "people", ha ne oant ket diouzh ar c’hiz c’hoazh, a oa gant Colette war Aod an Emrodez pa dreuzas Aod Rozven da vont da gouronkañ en noazh en « ouf e vor glas-gwer », peadra eta da vagañ ar gaoz. N’oc’h ket evit ober kof rouz ha penn goullo ma lennit Le Blé en herbe !

Barzhonegerien digor o ijin

En un endro ken dudius e seblant ar varzhoniezh bezañ un dra naturel ! Boulc’het e oa bet un hent nevez gant Tristan Corbière a voe unan eus ar re gentañ oc’h ober gant ar skrivañ war ar prim. Goude bezañ renet ur vuhez diroll e Pariz e savas Max Jacob gwerzennoù soutil en Ostel ar C’hleze e Kemper. Kavout a reer nerzh ha kevrinegezh e-leizh e-barzh Stèles gant Victor Segalen evel e-barzh oberennoù Xavier Grall.

Lennegezh a vremañ ivez

Dre ar festival Beajourien Vamus, e Sant-Maloù, krouet gant Michel Le Bris, ar skrivagner « e solioù avel », hag Yvon Le Men, e weler mat pegement a lañs zo gant Breizh a-fet lennegezh. Eno en em gav a-wechoù ar re o deus dibabet Breizh e-giz bro o fluenn : Olivier Adam, Yann Queffelec, Tanguy Viel, Irene Frain, Benoîte Groult…

Daoust ha gouzout a raec’h?

Anaout a rit Mary Lester ?

Kement hag anaout Breizh dre ar romantoù polis, lennit re Jean Failler, “tad” an ensellerez Mary Lester, o deus graet berzh hag a zo bet graet filmoù diwarno.

http://www.bretagne.com/fr/culture_bretonne/litterature

http://www.etonnants-voyageurs.com/