Rannoù melestradurel

Ur rannvro er c’hornôg pellañ !

Breizh, beg kornôgel en em led war 300 km, zo enni 5 departamant a-fed istor : Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel, Mor-Bihan. Gant he ment, he foloù kêrel, he foblañs a 4 milion a dud, he fouez a-fed istor hag he lusk emañ e-touez rannvroioù pennañ Europa. Gant he dremmwelioù digor-bras ez eus bet degaset dezhi an anaoudegezh evit degemer an dud.

Foto 1  Rannoù melestradurel Foto 2  Rannoù melestradurel Foto 3  Rannoù melestradurel Foto 4  Rannoù melestradurel Foto 5  Rannoù melestradurel

Ur c’hab, petra a lavaran-me, ul ledenez !

Er c’hornôg e laka Europa pennoù douar da soubañ er mor-bras. Breizh, beg-douar roc’hellek ouzhpenn 30 000 km2, zo o taeañ ar Meurvor Atlantel.  Hec’h 2 700 km a aodoù a ra al liamm etre he zonkadur hag hini ar mor.

Harzoù a fiñv

Abaoe un dekred eus 1941, kadarnaet gant un dekred eus 1956, ez eus 4 departamant e Breizh a-fet melestradurezh. Disrannet eo diouzh al Liger-Atlantel zo stag, diouzh ur savboent istorel, ouzh ar 4 departamant eus Rannvro Breizh. E Naoned, e fin ar gont, emañ Kastell Duged Breizh. Ha diouzh tu an natur eo disheñvel an Arvor, al lodenn eus ar vro zo e-kichen ar mor, diouzh an Argoad, lodenn goadek ar vro. Mont a ra an douar hag ar mor, koulskoude, an eil en egile en aberioù. Evit a sell ouzh ar yezhoù, ar brezhoneg a vez graet gantañ e meur a zoare er c’hornôg d’ul linenn Sant-Brieg-Gwened tra ma vez graet gant ar gallaoueg er reter, e Breizh-Uhel.

Poloù kêrel a-vent gant Mab-den

War roudoù Roazhon, ar gêr-benn, Brest, an Oriant, Gwened, Kemper, Montroulez…. zo kêrioù a-vent gant Mab-den, gant glaster tro-dro dezho. 16 kumun diwar 1 268 kumun zo ouzhpenn 15 000 a annezidi enno.  Daoust da lañs ar c’hêrioù ez eus muioc’h a dud o chom war ar maez eget ar geidenn vroadel.  En ur chapeledad kêriadennoù emañ an dud o chom ha 40 % anezho zo o chom en arvor dreist-holl. Anvioù ar c’hêrioù e c’haller gouzout an orin anezho gant ar rakgerioù Plou, “parrez”,  pe Kêr, “kêriadenn”.

Liesseurted hag unvaniezh

E Breizh, ur vro a sach kalz daveti, e vez degemeret annezidi nevez ; tud oberiat dudiet gant he lusk evel tud o tistreiñ “d’ar vro”. Hep skoilh e c’hoarvez an degemer. Ar c’hemmesk-se a oar mat diouzh ar vuhez a-stroll. Roudedadoù kêrioù en em aoz, 21 “vro” zo bet krouet e doare ma vo eus un diorren kengret ha poellek. Ar Broioù, liammoù etre ar c’humunioù hag an departamant,  a vod enno an obererien zo d’un hevelep tiriad evit kas raktresoù lec’hel war-raok.

Daoust ha gouzout a raec’h ? 

Perak ne chom ket pelloc’h an heol e Breizh

A-us ar beg kornôgel-se ez a an heol da guzhat un hantereur diwezhatoc’h eget e Pariz. Ouzhpenn-se, dameuc’h ar meurvor a laka ar skedusted da badout. Peadra da ober e vad pelloc’h eus ar gweledvaoù !

www.anarvorig.com

www.bretagne.fr