Hinoù

Ur c’hoari dibaouez etre heol, avel ha koumoul

Mennozh ur Vreizh c’hlavek a laka an dud da skrivañ kalz. Hep na vefe lavaret e vez ken tomm an amzer enni hag e St Trop’, koulskoude, e c’haller embann eo plijusoc’h an hin eget na fell d’an dud warizius lavaret. Gwechoù hin veurvorel, gwechoù all hin glouar, lies a vikrohinadoù zo enni. Ar mareoù hag an avelioù a laka an oabloù hag ar c’houlzad-bloaz da cheñch meur a wech en hevelep devezh. Dizehan emañ ar c’houmoul hag ar gouloù o tesachañ...

Mennozh ur Vreizh c’hlavek a laka an dud da skrivañ kalz. Hep na vefe lavaret e vez ken tomm an amzer enni hag e St Trop’, koulskoude, e c’haller embann eo plijusoc’h an hin eget na fell d’an dud warizius lavaret. Gwechoù hin veurvorel, gwechoù all hin glouar, lies a vikrohinadoù zo enni. Ar mareoù hag an avelioù a laka an oabloù hag ar c’houlzad-bloaz da cheñch meur a wech en hevelep devezh. Dizehan emañ ar c’houmoul hag ar gouloù o tesachañ an evezh warno !

Muioc'h a skrid

Foto 1 Hinoù Foto 2 Hinoù Foto 3 Hinoù Foto 4 Hinoù

Pa laka ar Gulf Stream ar palmez da greskiñ

“Dibaouez e rae glav e Brest… », en dije skrivet Prévert. Met re bell ez a an arzourien bepred. Penaos, peotramant, e kreskfe ar palmez hag ar c’haktus etre traezh ha lann ? Red-mor ar Gulf Stream a zegas un hin veurvorel, klouar ha kemm-digemm da Vreizh. Plijus e vez ar goañv hag abred e vez an nevezhañv. Ouzhpenn  2000 eurvezh well-wazh ar bloaz, a-benn ar fin, eo an heolidadur eus an Oriant da Bornizh. 

Pevar c’houlzad-bloaz en un devezh

Levezon ar mareoù, lec’hiadur Breizh e-keñver an talbenn pennahelel a laka an amzer da cheñch buan. En un nebeud eurvezhioù e laka un heol skedus da ankounac’haat ar c’houmoul war dremen. Da glozañ, lakait ur pezh dilhad-kouronkañ hag un diaveler en ho sac’h bale !

Mikrohinadoù, gwir pe gaou ?

Tud eus ar Mor-Bihan a lavar e vez brav an amzer bepred er pleg-mor. Kabiten an herrvag, a ya da inizi  Glenan, a ro e ali deoc’h kas dienn heol ganeoc’h pa vez mouchet an dremmwel gant morenn er-maez da v-Benoded. Ar gwir zo ganto. Gant ar mareoù, an aezhennoù e vez krouet mikrohinadoù oberiat war un nebeud kilometroù. En hañv e vezont douget da lakaat dreist ar gourinizi hag an inizi.

Avel, avelig, c’hwezhit ’ta  !

Madoberus eo an avelioù, stank hag ivez kreñv alies, e pep keñver. Ganto e vez lakaet ar bigi-dre lien da vont war-raok, ar rodoù-avel da dreiñ, an dud da ober o mad eus banneoù aer glan hag evel-se da analiñ mat ha dizehan, gant ar mervent e vez skarzhet an « ailhenn » vrudet. En eskemm, gant an avel walarn e vez degaset ar « skilvarr ».

Ar gouloù, ur c’hlinkadur naturel

An oabloù a skign gouloù, ha pa vefe amzer luget. Pe e vefe anv eus bannoù kreñv o toullañ an oabrennoù,  pe e vefe anv eus  ur c’houlaouenn arc’hantet war spoum ar gwagennoù, ur barr-livañ kevrinus war al lanneier, e vezer bepred souezhet-eston gant an arlivioù bev na c’haller ket tapout krog enno. Taolennoù gwirion !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Piv en deus lavaret …?

Hoalet eo bet al luc’hskeudennerien hag al livourien gant livadeg ar goulaouioù e Breizh. Matisse a blije dezhañ ar “goulaouioù arc’hantet“ hag an  “oabloù nakr“.  Gauguin a anzave n’en doa morse «anavezet livioù ken c’hwek“.