Fedoù ha sifroù

Un identelezh gant kemmoù bras !

Souezhusat Breizh ! Gallout a ra diskouez war un dro ez eus ur vro ouez ha plijus anezhi, digor da levezonoù a bep seurt. Seblantout a ra bezañ stag-mat ouzh he hengounioù ha lakaat a ra ur bed a ijin war wel. Diskouez a ra, war a seblant, bezañ gwriziennet-mat er warremm ha krediñ a ra en he hunvreoù. He sevenidigezhioù , eus ar c’hestell-kreñv d’an  teknologiezhioù nevez, a brou kement-se. He zud, eus Surcouf da François Pinault, a...

Souezhusat Breizh ! Gallout a ra diskouez war un dro ez eus ur vro ouez ha plijus anezhi, digor da levezonoù a bep seurt. Seblantout a ra bezañ stag-mat ouzh he hengounioù ha lakaat a ra ur bed a ijin war wel. Diskouez a ra, war a seblant, bezañ gwriziennet-mat er warremm ha krediñ a ra en he hunvreoù. He sevenidigezhioù , eus ar c’hestell-kreñv d’an  teknologiezhioù nevez, a brou kement-se. He zud, eus Surcouf da François Pinault, a ziskouez an dra-se.

Muioc'h a skrid

Foto 1 Fedoù ha sifroù Foto 2 Fedoù ha sifroù Foto 3 Fedoù ha sifroù Foto 4 Fedoù ha sifroù

 Breizh zo anezhi ur vro hoalus-kenañ d’ar galon ha kement-se a zegas dezhi peadra da sachañ tud daveti war dachenn an armerzh hag an touristerezh. Ar 1añ rannvro eo evit a sell ouzh ar chomadennoù war vord ar mor evit ar Frañzisien hag evit an obererezhioù merdeiñ. Tud donezonet-kaer ijinus o deus lakaet ar Festival Etrekeltiek hag an Erer Kozh da dreiñ e darvoudoù bras.

Troet war-zu an avantur

Surcouf, Karter, ar besketaerien a yae d’an Douar-nevez, ar varc’hadourien  lien, o deus diskouezet abaoe pell e oa Breizhiz foeterien-vro ha gwastadourien. Deuet eo da vezañ un avantur denel ha greantel pa oa bet krouet ar metro gant Fulgence Bienvenüe e Pariz, p’o doa roet Vincent Bollore pe François Pinault un lañs nevez d’o obererezhioù kentañ (ar paper hag ar c’hoad).

War roudoù ar vartoloded, Breizh zo an 3e rannvro eus Frañs evit a sell ouzh an obererezh merdeiñ. Diazezet war an neveziñ eo he gennad merdeiñ, awenet gant Tabarly, Kersaozon, hag un toullad merdeerien hep o far.

Ur sevenadur rannet evit ober berzh

Ar chemed giz gwechall en deus emdroet evit dont a-benn da zerc’hel ar roll pennañ. Breizh zo er penn a-raok a-fet gounezerezh, pesketaerezh, magerezh-kregin, gounezvouederezh. Kas a ra ar vichereien an traoù war-raok asambles hag en em gavout a reont er c’hevelourioù pe tro-dro d’ar c’hounezoniourien a dalvoudeka ar produerezhioù. Evel-se eo e vez kaset war-raok ar « bio » pe  ar meskl gant  labelioù AOK (anvadurioù orin kontrollet). Gant ar memes spered eo bet krouet ar merk « Produet e Breizh » evit lakaat war wel ar pezh a vez produet er vro.

Eus ar bezhin d’ar mikroprosesor

Breizh zo er penn a-raok a-fet an teknologiezhioù blein abaoe 1959. Dleet eo kement-se, moarvat, da live skol mat-kenañ ar skolidi hag ar skolveuridi zo skoliataet enni ! Gant ur rouedad embregerezhioù e c’hall ar rannvro bezañ ar pol broadel 1añ  er pellgehenterezh (goude Enez-Frañs). 4 fol kevezusted zo enni, evit teknologiezhioù ar c’helaouiñ, ar mor, ar gounezvouederezh hag ar c’hirri. Lañs he deus er vevdeknologiezh vor, ar gwezelerezh glas ha gwer”.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Perak ez eus sivi e Plougastell ?

Skouerius eo istor ar sivi e Plougastell : gant an ergerzhour Amédée Frézier e oant bet degaset eus Chile war-dro 1740, gant liorzh louzawouriezh Brest e vez roet harp d’o gounit, gant  an hent-houarn Pariz-Brest e vez roet an tu da ziorren anezho, gant ar modoù produiñ a ijin hag ur ouenn nevez,  Freizh hec’h anv, ez eus bet roet lañs d’ar gounezadoù sivi en-dro.