Arouezioù

Skeudennoù stag ouzh Breizh

Lorc’h zo er Vretoned gant o rannvro, ha diskouez a reont hardizh arouezioù o identelezh ! Stlakañ a ra ar banniel Gwenn-ha-Du en avel, peget ez eus ur BZH war adreñv ar c’harr, kinklet eo an tee-shirtoù gant un triskell... Met ne chom ket ar re yaouank hag ar re gozh sonnet en istor. Gouzout a reont diheñchañ an arouezioù evit c’hoarzhin goap outo o-unan pe modernaat un dresadenn evit ober anezhi, da skouer, ur pegsun plijus “A...

Lorc’h zo er Vretoned gant o rannvro, ha diskouez a reont hardizh arouezioù o identelezh ! Stlakañ a ra ar banniel Gwenn-ha-Du en avel, peget ez eus ur BZH war adreñv ar c’harr, kinklet eo an tee-shirtoù gant un triskell... Met ne chom ket ar re yaouank hag ar re gozh sonnet en istor. Gouzout a reont diheñchañ an arouezioù evit c’hoarzhin goap outo o-unan pe modernaat un dresadenn evit ober anezhi, da skouer, ur pegsun plijus “A l’aise Breizh”.

Muioc'h a skrid

Foto 1 Arouezioù Foto 2 Arouezioù Foto 3 Arouezioù

Ar Gwenn-ha-Du, livioù e gwenn ha du

Nijal a ra e-kreiz an dibunadegoù, ar stadoù, er salioù-arvest, dirak an tiez-krampouezh... Aet e oa d’ober un dro en egor zoken gant ar sterdead Jean-Loup Chrétien. Ar Gwenn-ha-Du eo ar banniel breizhek bet krouet gant Morvan Marchal e 1923. Ar 5 bandenn du warnañ a skeudenn 5 eskopti kozh Breizh-Uhel : Roazhon, Naoned, Dol, Sant-Maloù ha Sant-Brieg. Ar 4 bandenn wenn a ziskouez eskoptioù Breiz-Izel : Leon, Kerne, Gwened ha Treger. An erminigoù a zegas da soñj eus an dugelezh kozh, pa veze aroueziet ar galloud gant al loenedigoù-se.

“La voilà la blanche hermine”

“Kentoc’h mervel eget bezañ saotret” e vefe ger-stur hengounel Breizh. Se zo kaoz e oa bet dibabet an erminig, arouez a burded, gant an duged en 13vet kantved evit aroueziañ o galloud. Deuet mat eo al loenig-se gant an dud, ken e oa bet kanet gant Gilles “La voilà la blanche hermine, vive la mouette et l’ajonc…”. War ar maez e c’hall bezañ kemmesket gant ar gaerell.

Sot eo ar Vretoned gant an Triskell

An triskell, anezhañ un arouez-heol gant 3 gar, a blij kalz d’an dud. Gwelet e vez war gwerennoù-livet ilizoù zo. Kavet e vez war troioù-brec’h, bravigoù, tee-shirtoù ha tatouet e vez gant tud zo zoken. Diouzh ar c’hiz eo hag e chomo, ken modern eo e dres !

BZH, 3 lizherenn evit Breizh

Berradur Breizh zo deuet da vezañ un arouez a vez peget ouzh ar c’hirri ha livet war gouc’h ar bagoù. Ar c’hod ofisiel evit anavezout Brit Air e-touez ar c’hompagnunezhioù kirri-nij eo ivez. Eeun met efedus !

Daoust ha gouzout a raec’h 

Pegen uhel e c’hall bezañ ur c’hoef ?

Hep mar ebet ez eo ar c’hoef bigoudenn an hini brudetañ eus ar c’hoefoù, ledet e-touez an dud gant skeudennoù fentus. Sevel a ra evel un tour-tan war bennoù merc’hed Penn-ar-Bed. 32 cm e c’hall bezañ d’ar muiañ