Ar brezhoneg

Komz a rit brezhoneg?

Ar brezhoneg, ur yezh skeudennek-kaer anezhi, eo ar yezh keltiek diwezhañ komzet war an douar bras en Europa. Kar eo d’ar c’hembraeg ha d’an iwerzhoneg. Er 7vet kantved e veze komzet er c’hourenez a-bezh, a-raok distreiñ er c’hornôg d’ul linenn a-veskell Sant-Brieg – Gwened. E-touez an 200 000 a dud a gomz brezhoneg e vez muioc’h-mui a re yaouank. Un dachenn adc’hounezet a c’haller gwelet ivez war ar panelloù-hent hag e bed an embann.

Foto 1 Ar brezhoneg Foto 2 Ar brezhoneg Foto 3 Ar brezhoneg Foto 4 Ar brezhoneg

Eus ar vezh d’al lorc’h

E-pad an hanterenn gentañ eus an 20vet kantved e oa bet bountet an dud war ar galleg gant ar republik. Lakaat a rae ar skolidi zisuj da zougen ur votez-koad pe ur banell ma oa skrivet « difennet eo krañchat war an douar ha komz brezhoneg ». Goude-se e oa bet roet mouezh en-dro d’ar brezhoneg gant lenneien ha politikourien. Un amzer nevez zo gant ar yezh bremañ e-touez ar re yaouank. Er skol zivyezhek Diwan e vez degemeret 3000 a skolidi betek ar vachelouriezh.

Krouet ez eus bet hentadoù divyezhek en deskadurezh prevez ha publik. En holl e vez komzet brezhoneg gant 13 000 a skolidi.

Ur yezh pe meur a hini ?

Bezomp sklaer, ur gwir yezh eo ar brezhoneg ha neket un trefoedaj. 4 rannyezh vras a ya d’ober anezhi : ar c’herneveg e su Penn-ar-Bed, al leoneg e norzh Penn-ar-Bed, an tregerieg hag ar gwenedeg. Gallaoueg a glever pelloc’h er reter.

Piv a gomz brezhoneg ?

Hervez kont ez eus 200 000 a dud a oar brezhoneg. E Penn-ar-Bed emañ an darn vrasañ anezho o chom. 35 000 a dud a gomz brezhoneg bemdez. Digorit mat ho tivskouarn e marc’hadoù ar vro, marteze e klevot divizoù livus ho po poan o kompren.

Brezhoneg war ar panelloù

Gant an div yezh e ra ar panelloù-hent hag ar panelloù ofisiel hiviziken. Aes eo anavezout Quimper e Kemper, met n’eo ket ken aes evit Vannes a zeu da vezañ Gwened. An elfenn Kêr a vez implijet kalz en anvioù-lec’h. Merkañ a ra ul lec’h annezet, ur gêriadenn.

Skouerioù eus troidigezhioù deuet da benn vat, Titeuf hag Asteriks a ziviz e brezhoneg ivez !

Deoc’h-c’hwi da gaozeal !

An troioù-lavar kentañ a zesker a ziskouez mat peseurt darempredoù plijus zo etre an dud er rannvro. Anv zo eus yec’hed mat, fest-noz, degemer mat ha kenavo.

Buan-kaer e rannot krampouezh ha kouignoù-amann.

Talvoudus bepred :

mat an traoù ?

petra zo ?        

Diaesoc’h an traoù ma teuit da vezañ un torr-penn pe ma hucher diwall deoc’h !

www.langue-bretonne.com

www.ofis-bzh.org

www.kervarker.org/fr