Dibarder

Breizh, un tridant maengreunek anezhi, zo en em stummet, dieub diouzh al luskoù sevenadurel bras hag e-kreiz al luskoù naturel. Evel-se eo deuet a-benn da wareziñ hec’h identelezh BZH dre en em zigeriñ d’al “lec’hioù all”.  A-dal da froudennoù an hin hag istor, an dud zo unanet gant ur yezh c’hlas a vroud ar c’henemglev, gant liammoù kendeuzel ouzh an tiriad hag un dro-spered dibar. Un dibarelezh da saouriñ en un doare laouen ha digemplezhet !

Foto 1 Dibarder Foto 2 Dibarder Foto 3 Dibarder
  • Longue plage de sable en Bretagne

    Rannoù melestradurel

    Breizh, beg kornôgel en em led war 300 km, zo enni 5 departamant a-fed istor : Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel, Mor-Bihan. Gant he ment, he foloù kêrel, he foblañs a 4 milion a dud, he fouez a-fed istor hag he lusk emañ e-touez rannvroioù pennañ Europa. Gant he dremmwelioù digor-bras ez eus bet degaset dezhi an anaoudegezh evit degemer an dud.

    evit gouzout hiroc’h

  • Le trimaran "Groupama 3", construit par la société vannetaise Multiplast (56)

    Fedoù ha sifroù

    Souezhusat Breizh ! Gallout a ra diskouez war un dro ez eus ur vro ouez ha plijus anezhi, digor da levezonoù a bep seurt. Seblantout a ra bezañ stag-mat ouzh he hengounioù ha lakaat a ra ur bed a ijin war wel. Diskouez a ra, war a seblant, bezañ gwriziennet-mat er warremm ha krediñ a ra en he hunvreoù. He sevenidigezhioù , eus ar c’hestell-kreñv d’an  teknologiezhioù nevez, a brou kement-se. He zud, eus Surcouf da François Pinault, a ziskouez an dra-se.

    evit gouzout hiroc’h

  • Plage sous les nuages

    Hinoù

    Mennozh ur Vreizh c’hlavek a laka an dud da skrivañ kalz. Hep na vefe lavaret e vez ken tomm an amzer enni hag e St Trop’, koulskoude, e c’haller embann eo plijusoc’h an hin eget na fell d’an dud warizius lavaret. Gwechoù hin veurvorel, gwechoù all hin glouar, lies a vikrohinadoù zo enni. Ar mareoù hag an avelioù a laka an oabloù hag ar c’houlzad-bloaz da cheñch meur a wech en hevelep devezh. Dizehan emañ ar c’houmoul hag ar gouloù o tesachañ an evezh warno !

    evit gouzout hiroc’h

  • Festival des Transmusicales de Rennes

    Arouezioù

    Lorc’h zo er Vretoned gant o rannvro, ha diskouez a reont hardizh arouezioù o identelezh ! Stlakañ a ra ar banniel Gwenn-ha-Du en avel, peget ez eus ur BZH war adreñv ar c’harr, kinklet eo an tee-shirtoù gant un triskell... Met ne chom ket ar re yaouank hag ar re gozh sonnet en istor. Gouzout a reont diheñchañ an arouezioù evit c’hoarzhin goap outo o-unan pe modernaat un dresadenn evit ober anezhi, da skouer, ur pegsun plijus “A l’aise Breizh”.

    evit gouzout hiroc’h

  • La lecture en breton

    Ar brezhoneg

    Ar brezhoneg, ur yezh skeudennek-kaer anezhi, eo ar yezh keltiek diwezhañ komzet war an douar bras en Europa. Kar eo d’ar c’hembraeg ha d’an iwerzhoneg. Er 7vet kantved e veze komzet er c’hourenez a-bezh, a-raok distreiñ er c’hornôg d’ul linenn a-veskell Sant-Brieg – Gwened. E-touez an 200 000 a dud a gomz brezhoneg e vez muioc’h-mui a re yaouank. Un dachenn adc’hounezet a c’haller gwelet ivez war ar panelloù-hent hag e bed an embann.

    evit gouzout hiroc’h