Ganedigezh Breizh

Dont a reas Arvorig da vezañ Breizh

Er 5vet kantved e tilestras ar Vretoned war aodoù Breizh-Vihan. Tec’het e oant kuit eus Breizh-Veur dirak an Angled, ar Saozon hag ar Skoted. E-touez ar Vretoned nevez en em gavet e oa menec’h kadarn hag a savas ar parrezioù hag an abatioù kentañ. Lakaet e voe Nevenoù e penn Breizh gant ar Franked evit abegoù strategiezh. Mont a reas dreist e gefridi ken e teuas da vezañ roue kentañ Breizh.

Foto 1 Ganedigezh Breizh Foto 2 Ganedigezh Breizh Foto 3 Ganedigezh Breizh

Sent diazezourien

Deuet e oa ar Vretoned eus Kembre ha Kerne-Veur d’en em staliañ war douaroù nevez. En o mesk e oa menec’h hag a zegasas ganto un doare kristeniezh keltiek, merket gant ar burzhudoù. Mont a rae lod anezho da chom o-unan d’ur peniti, evel en enezenn Menez-Tumbaa zeuas da vezañ Menez-Mikael-ar-Mor diwezhatoc’h. Savet e voe 7 kêr eskobel veur gant 7 sant. N’eo ket diaes divinout pe re a oa bet savet gant sant Maloù pe sant Brieg. Evit Dol a oa bet savet gant sant Samzun, Landreger gant sant Tual, Kastell-Paol gant sant Paol Aorelian, Kemper gant sant Kaourintin, Gwened gant sant Padern.

Nevenoù, roue kentañ ar Vretoned

Kregiñ a reas ar brezelioù etre ar Franked hag ar Vretoned, a venne bezañ dizalc’h. E 831 e voe lakaet Nevenoù da ouarnour gant Loeiz an Devod abalamour da sioulaat ar jeu. Pa varvas ar roue karolingat e stourmas Nevenoù evit an dizalc’hiezh. Trec’h e voe d’ar Franked e Ballon, e-kichen Redon, ha setu ec’h embannas Rouantelezh Breizh. Unvaniñ a reas ar vro ha solutaat he lezennoù. Da neuze e veze komzet brezhoneg er c’hornôg d’ul linenn hag a yae eus Dol betek Sant-Nazer. Kement-se zo kaoz e lakaer Nevenoù da tad ar vroad vreton.

Un istor etre mojennoù ha gwirionez

E-tro ar mareoù-se e veze mesket mojennoù, istor ha relijion. Arzhur, da skouer, a oa o tifenn ar Vretoned enep ar Saozon, a vije deuet betek Breizh-Vihan asambles gant marc’heien an Daol-Grenn. E-touez dismantroù abati Landevenneg e vije bez ar roue Grallon. E-pad ar c’heit-se e veze skrivet an istor er manatioù a oa lañs ganto. Ur marzh eo bepred sellet ouzh an dornskridoù kaer-meurbet enno enlivadurioù graet gant menec’h Landevenneg, pe ouzh an diellevr bet savet gant adskriverien Redon.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Na gredas ken na gerzhas ?

Dalc’het ez eus bet gant hengounioù zo en-dro d’ar sent diazezourien, gant pardonioù evel an Droveni e Lokorn pe Tro Breizh, un droiad hag a dremen dre 7 lec’h santel.