Ar Renad kozh hag an Dispac'h

War-zu soñjoù nevez !

En em staliañ a reas galloud ar rouaned. Aozañ a rejont an armerzh, ar justis, ar verdeadurezh. Diazezañ a rejont breujoù Breizh e Roazhon, en ur savadur tufev, greunvaen ha mein-glas. Reiñ a rejont lañs d’ar porzhioù kenwerzh pe brezel. Gant Vauban e voe mogeriet an aod, evel e bae Montroulez. Diwar an nevezentioù-se e teuas an disrann, da vare an Dispac’h, etre ar « re c’hlas », bourc’hizien anezho peurvuiañ, ha « re wenn » an noblañs.

Foto 1 Ar Renad kozh hag an Dispac'h Foto 2 Ar Renad kozh hag an Dispac'h Foto 3 Ar Renad kozh hag an Dispac'h

Dao dezhi !

E Sant-Maloù, kêr ar gourserien, e voe diazezet ur c’hreñvlec’h broadel, solutaet ar ramparzhioù hag armet 900 batimant gant ar rouantelezh. Met na rit ket biloù, gallout a reot mont disoursi e-barzh kêr Surcouf ha Jakez Karter, an hini en doa dizoloet Kanada e 1534. Ur gwir di kourserien eo an Ostel Asfeld, gant e brenestroù bras. Diskouez a ra deomp e oa aet ar savouriezh war-raok hag e ranked neuze sevel tiez mein abalamour d’an tanioù-gwall. Gant an arc’hant gounezet ganto e-giz kourserien e savas an armatourien, war ar maez, manerioù mod Sant-Maloù, da lavaret eo tiez-meur o zalbennoù simetrek, cheuc’h en diabarzh ha ganto liorzhoù giz Bro-C’hall. Darn anezho a vez digor d’ar vizitourien.

Kenwerzh spiset kreñv !

Staliet e voe Kompagnunezh Indez ar Reter en Oriant gant Colbert. Diskarget e veze eno porselen, seiz, spisoù, dindan warez Gwikadell Porzh-Loeiz. Ar c’hanolioù bet gourc’hemennet gant Richelieu zo troet war-zu Enez-Groe bepred !

E Naoned ne gaver ket spisoù ken a-dreñv talbenn an tiez stouet war Enez Feydeau. Met dindan o braventez e kaver traoù ha n’int ket gwall vrav : o mad o doa graet ar berc’henned eus kenwerzh mezhus ar sklaved.

Bevet an Dispac’h… pe dost

Emsavidi a vez dalc’hmat ! E 1675 e voe lañset Emsavadeg ar Paper-timbr gant tud hag a nac’he e vije kresket an taosoù. E 1720 e klaskas markiz Pontkalleg krouiñ ur republik, en aner. Kerkent hag e miz Genver 1789 e oa krog ar vourc’hizien, a oa deuet war wel da-heul lañs nevez ar c’henwerzh, da gavout faot en noblañsed, ha ne oant ket droukkontant o welet an Dispac’h o tont. E 1793, pa felle d’ar Goñvañsion kas 300 000 den da vrezeliñ, en em savas ar chouanted enep. Lakaet e voe un harp e Kiberen d’o zaolioù renet gant Kadoudal. Sioulaet e voe ar jeu gant Napoleon a grouas kêrioù gwarnizon evel Napoléonville, ur gêr strizh ma’z eus, e Pondi.

Daoust ha gouzout a raec’h?

Chateaubriand, romantel pe politikel ?

Roet e vez ton da Chateaubriand, bet douaret e Sant-Maloù, evit e oberennoù romantel kentoc’h eget evit e skridoù diwar-benn an Dispac’h pe e soñjoù tost ouzh ar vonarkourien.