Ar Ragistor

Peulvanoù koshoc’h eget ar piramidennoù !

Tost da 450 000 bloaz zo e oa krog an Homo Erectus da venañ bili e Breizh. Tremen a reas un toullad chaseourien-dastumerien ha goude-se, war-dro 5000 a-raok J.K., e teuas ar pobloù da vezañ divoneerien. Muioc’h-mui a roudoù eus bezañs an dud a gaver diwar neuze. D’ar mareoù-se e voe savet melloù meurvein ganto. Bez’ ez eus eus ar peulvanoù hag an taolioù-mein hiziv an deiz bepred ha 2 500 vloaz o deus war piramidennoù Egipt !

Foto 1 Ar Ragistor Foto 2 Ar Ragistor Foto 3 Ar Ragistor

Ar c’hêrioù liñvet er mor, gwir pe gaou ?

Kavet eo bet ar roudoù koshañ eus ar Ragistor, eus marevezh an tan, e takadoù hag a zo bremañ dindan ar mor, en aberioù an Alre pe re Bro-Leon. Pa deuzas ar skornegi bras, war-dro 10 000 bloaz zo, e voe beuzet roudoù eus oaledoù hag eus al labour benañ mein. Marteze eo diwar an darvoud-se e vefe deuet mojenn ar c’hêrioù liñvet, evel kêr Iz e bae Douarnenez.

Labourerien-douar o plantañ meurvein !

Goude ar chaseourien-dastumerien e teuas pobladoù labourerien-douar d’ober o annez e Breizh. Penn-kentañ an Neolitik e oa da neuze. Gant ar c’humuniezhioù-se e voe savet meurvein, gwintet mein, aozet krugelloù ha bezioù e stumm trepasoù, kement-se evit enoriñ o re varv. E Bro-Wened, etre ar 5vet hag an eil milved a-raok J.K., e voe an arz-se en e varr. E Karnag emañ ar steudadoù peulvanoù brudetañ, ha re Sant-Yust zo tost ken brudet all, hogen e bae Montroulez eo e kaver ar veredeg vrasañ : karn Barnenez, a ya 11 taol-vaen d’ober anezhañ. War lod eus e vein e c’haller gwelet tresadennoù stag ouzh ul lid bennak, evel e Gavriniz.

Penaos dibradañ ar mein-se hep died hud ?

Lakaet e vez hon ijin da vont en-dro c’hoazh gant ar 6000 peulvan hag ar 1000 taol-vaen, pe ouzhpenn, a zo bet renablet. Gwelet e vezont eus pell. Soñjal a reer ez int liammet gant troioù ar stered hag ar planedennoù ha mareoù ar bloaz. Mar gallit sevel abred e tichañso deoc’h marteze gwelet an heol o sevel en alez-toet Maen ar Boudiged da goulz an nevezamzer. Ar pep pouezusañ avat eo an doare ma oant bet savet. N’ankouaomp ket memes tra ne oa ket ganet Obeliks c’hoazh ! Evit diblasañ ur pezh maen 300 t e ranke meur a zen lakaat anezhañ da ruilhañ war hanochennoù. Evit gwintañ anezhañ e oa ret lakaat anezhañ da risklañ en ur fozell lec’h ma veze stabilaet gant mein-kailh. Ezhomm a veze speurennoù maen pe ur savenn douar d’ober ur grugell ha mat pell zo !

Les grands lieux préhistoriques à visiter en Bretagne

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Peseurt pouez a ra ur peulvan ?

Pouez ur peulvan, well-wazh : 100 t. 20 m uhelder a ra hini ramzek Lokmaria-Kaer. Ar pezhioù mein a ya d’ober kambroù an taolioù-mein a ra war-dro 20 t.