Ar marevezh modern

Breizh startijenn ganti !

Koulz ar c’hemmoù e oa, pa voe roet lañs da ijinerezh ar pesketaerezh hag al labour-douar, gant al labouradegoù boued-mir. Koulz ar poanioù e oa ivez pa voe lazhet un niver bras a Vretoned e-pad ar brezelioù bed, pa voe diskaret kêrioù Brest, an Oriant pe Sant-Maloù gant ar bombezadegoù. Adsavet e voe ar porzhioù hag an arsanailhoù. En un doare sederoc’h e teuas an touristerezh da sachañ tud etrezek Breizh adarre ha da reiñ lañs d’ar sevenadur.

Foto 1 Ar marevezh modern Foto 2 Ar marevezh modern Foto 3 Ar marevezh modern Foto 4 Ar marevezh modern

An touristerezh a sach an traoù all d’e heul !

E fin an 19vet kantved e teuas ar Saozon, hag an Amerikaned d’o heul, d’anaout perzhioù mat ar c’houronkoù er mor, ha da lañsañ ar c’hêrioù-kouronkañ kentañ e Dinarzh, Parame, Sant-Luner. Ur wech erruet an hent-houarn betek Sant-Brieg e kreskas pouez an touristerezh kouronkel en Aod an Emrodez hag e Sant-Ke-Porzh-Olued. Lec’hioù all a zeuas da vezañ brudet da-heul ivez, ha priziet e vez tiez kaer ha letioù ar mareoù-se gant an dud hiziv an deiz c’hoazh.

Pesketaerien an Douar-Nevez ha re doare nevez

Nag a galon hag a c’hwez war ar bigi a yae kuit eus Pempoull pe Sant-Maloù da vont da besketa ar moru betek an Douar-Nevez ha Bro-Island. Degaset ez eus bet brud war ar vartoloded-se hag o buhez kalet gant Pierre Loti. Engravet eo o istor e-barzh mein an tiez armatourien pe er straedigoù ma veze ar besketaerien o “loveañ” eus an eil tavarn d’eben. En deiz a hiziv eo an Oriant pe Konk-Kerne ar porzhioù pennañ a-fet pesketa en uhelvor. Lañs a vez gant ar porzhioù bepred gant ma veront an danvez : ar grilhed-traezh e Kameled ha Gwaien, ar c’hregin-Sant-Jakez e Sant-Brieg, ar pesked priziet er Gelveneg…

Birvilh er friturioù !

E fin an 19vet kantved e voe cheñchet penn-da-benn ar vuhez e Douarnenez ha Konk-Kerne gant ar boestoù-mir. Lakaet e veze a sardin er boestoù gant labourerezed niverus. E Douarnenez, bro ar Pennoù-Sardin, e oa bet 34 a friturioù ! Dont a reas emsavioù sokial ha sindikadel war wel enno. Adkavet eo bet ar spered-se, stag ouzh bed ar vicherourien hag ouzh ar bobl, en arsanailhoù Brest, an Oriant ha Sant-Nazer, gant gwazed avat.

Bretoned ac’hann hag a lec’h all

Anat eo : kavet e vez Bretoned e pep lec’h. Aet ez eus milionoù anezho kuit eus o bro, abalamour dezho da gavout labour pe da glask war-lerc’h avanturioù. E bro Pariz e vefent ur milion bennak, ar pezh a laka Pariz da vezañ ar gêr vreizhat vrasañ. Bez’ ez eus bet lanvadoù divroañ a-stroll, etre 1920 ha 1950, e-giz-se ez eus deuet kumuniezhioù Bretoned er Stadoù-Unanet, en Arc’hantina hag e Kanada.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Tapet e voe un tamm brud gant tud hag a lakae o ferzhioù breizhat da gejañ gant re ar republik : ar ministr René Pléven, ar barzh Théodore Botrel, ar skrivagner Pêr-Jakez Helias, Edouard Leclerc…