Ar Grennamzer

Kêrioù kreñvoc’h-kreñv

Ret eo lavaret, ne oa ket ar Grennamzer ur maread diskuizh-kaer. Eus an 10vet d’ar 14vet e tegouezhe kevezerezhioù ha brezelioù an hêrezh an eil re war-lerc’h ar re all. Meur a nobl en em lakae da zanvez dug Breizh. A-wechoù e seblant d’an den klevet dasson an emgannoù er c’hêrioù kreñv hag er ramparzhioù solut a zo deuet a-hed ar c’hantvedoù betek ennomp. A-dreñv ar mogerioù-kreñv e oa staligoù o bannoù koad hag a rae berzh hardizh.

Foto 1 Ar Grennamzer Foto 2 Ar Grennamzer Foto 3 Ar Grennamzer

Ar brezelioù etre an duged, ur gwir romant-kazetenn

Fellout a rae da rouaned Frañs ha Bro-Saoz bezañ mestr war Vreizh. Stourm a raent an eil enep egile dre o gwizien ha dre c’hoari gant an emglevioù. Staliet e voe un dug da vat pa zivizas Philippe Auguste lakaat Aliz, a oa kar da rouaned Bro-Saoz, d’eurediñ gant Pêr Dreux, ur Gall. Ren a reas hennezh, Pêr 1, oc’h en em ingalañ gant Gallaoued, Saozon ha noblañsed Breizh a bep eil. Er 14vet kantved, e-pad ar brezel Kant Vloaz, e voe brezel an Hêrezh etre Charlez Bleiz ha Yann Moñforzh. Da-heul ouzhpenn 20 vloaz a vrezelioù e teuas Yann Moñforzh da vezañ dug Breizh. War e lerc’h e teuas e vab a roas kalz a lañs d’ar vro.

Kestell-kreñv o zreid en dour

Er mareoù brezeliñ-se e voe savet difennoù e marzoù ar reter, evel e Gwitreg, pe war an aod. Gwelet e vez c’hoazh kreñvlec’hioù o zourioù-meur annezus, e lec’hioù kaer-espar bord ar mor. Gallout a reer sellet ouzh an aod diwar hent-ged kastell muiañ-karet duged Breizh e Susinioù. Er C’hab Frehel e tremen ar pontoù-gwint a-us d’an tornaodoù. E-kreiz porzh Konk-Kerne emañ ar gêr-gloz, anezhi ur gwir enezennig eus ar Grennamzer birvilh enni.

An tiez o bannoù koad e-kreiz ar gouelioù !

Bevañ a rae an dud er goudor, a-dreñv ar mogerioù-kreñv. Er c’hêrioù e veze roet bod da waregerien ha marc’heien, en o mesk tud brudet evel Beltram Gwesklin. Kregiñ a raed da sevel tiez o bannoù koad. Bodet e veze enno kenvreuriezhioù evel e straed ar Gereon pe e straed ar C’hig-sall e Kemper. Pa dremener e straed ar Jerzual e Dinan ez eer war gil en amzer a-hed tiez porched. Ha kaeroc’h e vez c’hoazh da-geñver Gouel ar Ramparzhioù ! E Gwened e vez degaset livioù en-dro d’an talbennoù gant korbelloù da-geñver Gouelioù ar Grennamzer.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Piv e oa sant Erwan ?

Sant Erwan eo, asambles gant santez Anna, ar sant a zo deuet ar gwellañ d’an dud e Breizh. En 13vet kantved e veze rentet ar justis e lez-varn Roazhon gant an alvokad Erwan Helori en un doare hag a yae a-du gant ar beorien. Krog e voe an dud neuze d’azeuliñ an addreser gwirioù-se, deuet da vezañ paeron ar Vretoned ha hini an alvokaded.