An Henamzer

Breizh da vare an drouized, Kezar hag Asteriks

War-lerc’h ar pobloù o doa savet ar meurvein en em gavas ar Gelted, deuet eus kreiz Europa. Barrek e oant war meur a dachenn ha trec’h e voe o yezh hag o boazioù. Degaset o deus d’ar vro ar skeudenn “douar ar mojennoù” a zo stag outi bepred. Daoust dezho da vezañ stourmet enep Kezar ne voent ket evit herzel outañ a aloubiñ ar vro e 56 a-raok J.K. Aozet e voe proviñsoù en desped da henvroidi zo a oa diaes da lakaat da sentiñ !

Foto 1 An Henamzer Foto 2 An Henamzer

Deuet ar Gelted e-barzh an istor

E 500 kent J.K. e tegasas ar Gelted o sevenadur el ledenez. Bras e voe o levezon war an takad a rejont Arvorig anezhañ, da lavaret eo ar vro sko ouzh ar mor. En em staliañ a reas an Namneted en norzh da Naoned, ar Weneted er Mor-Bihan, an Osismied e kornôg al ledenez, ar Goriosolited en Aodoù-an-Arvor hag ar Redoned er biz. E kêriadennoù ha lec’hiennoù gant mogerioù en-dro dezho e savjont atalieroù ma veze labouret ar metalioù en un doare dibar. Bet hon eus diganto un teñzor pezhioù moneiz a c’haller gwelet darn anezho e Mirdi Breizh e Roazhon.

Mammenn ar mojennoù

Diazezet e oa o c’hevredigezh war ur rummad tud uhel, soudarded anezho, hag ur c’hasta beleien-diouganerien ha drouized. Awenet e oa o relijion gant an nerzhioù naturel a zo bev-mat er vro. E Menez Are, er Yeun Elez, e vije bet dorioù ar bed-hont. Mojennoù all a gaver diwar-benn reier an Uhelgoad pe al lanneier latarek. Brudet e veze troioù-kaer an harozed hag an doueed gant barzhed, a oa barzhonegerien ha sonerien. Bev eo ar bed faltazius pinvidik-se en deiz a hiziv bepred dre un hollad arouezioù dudius hag istorioù bamus.

War roudoù ar Romaned

E 57 kent J.K. e oa aloubet Arvorig en he fezh gant ar Romaned. En he fezh ? Ne oa ket, rak ar Weneted a zalc’he penn. Rankout a reas Kezar stourm kreñv e-pad ur bloaz a-benn trec’hiñ anezho e-tal ar Mor Bihan. Ur rouedad hentoù a rae al liamm etre ar c’hêrioù, Condate (Roazhon), Fanum Martis (Kersaout), Condenvincum (Naoned) ha Dariotium (Gwened). E Karaez e oa un doursan hir da gas dour betek ar feunteunioù hag ar c’hibelldioù foran.E Kersaout emañ Templ Meurzh, anezhañ ur monumant rouez-tre er vro-mañ, savet war un uhelenn. Nepell ac’hano ez eus bet kavet kolonennoù, mein-sav, bravigoù ha kement zo. Da-geñver furchadegoù ez eus bet dizoloet traoù kozh souezhus, evel pa oad o sevel metro Roazhon.

Daoust hagouzout a raec’h ?

Ur festival galian-ha-roman ?

Sur a-walc’h e vefe souezhet ar 150 000 a dud a ya bep bloaz betek Karaez evit an Erer Kozh ma oufent e oa ar gêr-se ur greizenn sevenadurel hag armerzhel a bouez, savet gant ar Romaned 2000 bloaz zo.