An Azginivelezh

Oadvezh aour Breizh

Berzh bras a rae Breizh er 15vet kantved gant lañs ar c’hanab hag al lin. Diwar neuze n’eo ket paouezet d’ober eskemmoù gant ar bed a-bezh. Gwelet a reer pegen pinvidik e oa deuet da vezañ dre an tiez mein kaer-eston ha tiez ar varc’hadourien. Delc’her a reas d’ober berzh da vare Frañsez 1, Pêr II, Arzhur III ha Frañsez III. E-touez ar wazed-se e voe pouezus bras perzh Anna Vreizh evit mad he fobl.

Foto 1 An Azginivelezh Foto 2 An Azginivelezh Foto 3 An Azginivelezh

Lin ha kanab da vont gant an avel

Aesaet e veze al labour aozañ al lienoù lin ha kanab gant ar gwazhioù-dour a dremen e Kintin, Gwitreg, Lokorn, Josilin… Fardet e vezent gant ur bern gwiaderien hag a laboure er gêr. Implijet e vezent d’ober gouelioù evit bigi ar roue, ar morlu saoz, armada Bro-Spagn ha trevadennoù Amerika. Er memes mare e oad o sevel er c’hêrioù ul lodenn a bouez eus ar pezh a ya d’ober glad ar savouriezh. Da vezañ gwelet ho fri en avel !

Herri IV en dije karet « bezañ bourc’hiz e Gwitreg »

Ar varc’hadourien eo a dennas ar muiañ a c’hounid diwar genwerzh al lienoù. Ganto eo deuet stumm dibar kêr Witreg. Er gêr gloz, war ur gentrell, e voe savet gant ar re a rae marc’hadourien tramor anezho o-unan, tiez cheuc’h o fignonoù lemm hag an osteloù maen kentañ, en o mesk tiez rouez giz an Azginivelezh. E Josilin e voe dilezet ar c’hoad gant ar pennoù bras evit sevel o ziez mein e-kichen kastell gotek ar re Roc’han e dalbenn kran hep e bar. Alies e save an dud ur maner da ziskouez o doa graet berzh. E Lokorn, unan eus kaerañ kêrioù Frañs, e vezer lakaet da vont tre en ur bed all gant an tiez a zo bet miret en o stumm gwechall.

Anna, dugez ha mesenez

Nag ur vuhez ! Ganet e oa Anna Vreizh e kastell Naoned. Dimeziñ a reas gant ar roue Charlez VIII ha goude-se gant Loeiz XII, ha genel a reas 9 a vugale. D’he femzek vloaz e teuas da rouanez. Delc’her a reas gant dizalc’hiezh Breizh, ar pezh a roas lañs d’ar vro. Sikour a rae arzourien ha skrivagnerien a oa krog da stummañ identelezh Breizh. He merc’h Klaoda a zegasas an dugelezh da argouroù da Frañsez 1 en eskemm ouzh dreistgwirioù evit ar vro, evel bezañ kuit a dell-holen. Ne badas ket pell ar promesaoù kaer !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Nag an Iliz e-pad ar c’heit-se ?

Berzh a rae an Iliz ivez da-heul. En em ledañ a reas giz ar goteg flammheñvel, evel ar gwerennoù-livet kaer-eston hag a daol o livioù splann e Sant-Fieg er Faoued, e Pont-’n-Abad pe e Domalan.