Breizh dec'h

Ur bersonelezh dezhi hec’h-unan !

Ul ledenez hag a ya pell er mor eo Breizh, gant-se eo bet evel penn pellañ ar veaj divroañ evit pobloù zo : Bretoned, Franked, Kelted ha Romaned. War an douaroù-se, lec’h ma kaver meurvein stank, ez eus en em stummet un identelezh, ez eus ganet ur spered herzel. Abred a-walc’h eo bet digor an dud ac’hano, dre ar mor, war ar bed hag an avanturioù. War-lerc’h an drouized, ar venec’h hag an duged ez eus deuet marc’hadourien, kourserien ha...

Ul ledenez hag a ya pell er mor eo Breizh, gant-se eo bet evel penn pellañ ar veaj divroañ evit pobloù zo : Bretoned, Franked, Kelted ha Romaned. War an douaroù-se, lec’h ma kaver meurvein stank, ez eus en em stummet un identelezh, ez eus ganet ur spered herzel. Abred a-walc’h eo bet digor an dud ac’hano, dre ar mor, war ar bed hag an avanturioù. War-lerc’h an drouized, ar venec’h hag an duged ez eus deuet marc’hadourien, kourserien ha pesketaerien. Hag an douristed bremañ !

Muioc'h a skrid

Foto 1 Breizh dec'h Foto 2 Breizh dec'h Foto 3 Breizh dec'h
  • Alignement de Kermario, Carnac

    Ar Ragistor

    Tost da 450 000 bloaz zo e oa krog an Homo Erectus da venañ bili e Breizh. Tremen a reas un toullad chaseourien-dastumerien ha goude-se, war-dro 5000 a-raok J.K., e teuas ar pobloù da vezañ divoneerien. Muioc’h-mui a roudoù eus bezañs an dud a gaver diwar neuze. D’ar mareoù-se e voe savet melloù meurvein ganto. Bez’ ez eus eus ar peulvanoù hag an taolioù-mein hiziv an deiz bepred ha 2 500 vloaz o deus war piramidennoù Egipt !

    evit gouzout hiroc’h

  • Rayons du soleil dans la forêt de Brocéliande

    An Henamzer

    War-lerc’h ar pobloù o doa savet ar meurvein en em gavas ar Gelted, deuet eus kreiz Europa. Barrek e oant war meur a dachenn ha trec’h e voe o yezh hag o boazioù. Degaset o deus d’ar vro ar skeudenn “douar ar mojennoù” a zo stag outi bepred. Daoust dezho da vezañ stourmet enep Kezar ne voent ket evit herzel outañ a aloubiñ ar vro e 56 a-raok J.K. Aozet e voe proviñsoù en desped da henvroidi zo a oa diaes da lakaat da sentiñ !

    evit gouzout hiroc’h

  • Chapelle Saint-They, Pointe du Van (29)

    Ganedigezh Breizh

    Er 5vet kantved e tilestras ar Vretoned war aodoù Breizh-Vihan. Tec’het e oant kuit eus Breizh-Veur dirak an Angled, ar Saozon hag ar Skoted. E-touez ar Vretoned nevez en em gavet e oa menec’h kadarn hag a savas ar parrezioù hag an abatioù kentañ. Lakaet e voe Nevenoù e penn Breizh gant ar Franked evit abegoù strategiezh. Mont a reas dreist e gefridi ken e teuas da vezañ roue kentañ Breizh.

    evit gouzout hiroc’h

  • Maisons en pans de bois à Vannes (56)

    Ar Grennamzer

    Ret eo lavaret, ne oa ket ar Grennamzer ur maread diskuizh-kaer. Eus an 10vet d’ar 14vet e tegouezhe kevezerezhioù ha brezelioù an hêrezh an eil re war-lerc’h ar re all. Meur a nobl en em lakae da zanvez dug Breizh. A-wechoù e seblant d’an den klevet dasson an emgannoù er c’hêrioù kreñv hag er ramparzhioù solut a zo deuet a-hed ar c’hantvedoù betek ennomp. A-dreñv ar mogerioù-kreñv e oa staligoù o bannoù koad hag a rae berzh hardizh.

    evit gouzout hiroc’h

  • Château de Josselin (56)

    An Azginivelezh

    Berzh bras a rae Breizh er 15vet kantved gant lañs ar c’hanab hag al lin. Diwar neuze n’eo ket paouezet d’ober eskemmoù gant ar bed a-bezh. Gwelet a reer pegen pinvidik e oa deuet da vezañ dre an tiez mein kaer-eston ha tiez ar varc’hadourien. Delc’her a reas d’ober berzh da vare Frañsez 1, Pêr II, Arzhur III ha Frañsez III. E-touez ar wazed-se e voe pouezus bras perzh Anna Vreizh evit mad he fobl.

    evit gouzout hiroc’h

  • Château de Pontivy (56)

    Ar Renad kozh hag an Dispac'h

    En em staliañ a reas galloud ar rouaned. Aozañ a rejont an armerzh, ar justis, ar verdeadurezh. Diazezañ a rejont breujoù Breizh e Roazhon, en ur savadur tufev, greunvaen ha mein-glas. Reiñ a rejont lañs d’ar porzhioù kenwerzh pe brezel. Gant Vauban e voe mogeriet an aod, evel e bae Montroulez. Diwar an nevezentioù-se e teuas an disrann, da vare an Dispac’h, etre ar « re c’hlas », bourc’hizien anezho peurvuiañ, ha « re wenn » an noblañs.

    evit gouzout hiroc’h

  • Pêche en mer

    Ar marevezh modern

    Koulz ar c’hemmoù e oa, pa voe roet lañs da ijinerezh ar pesketaerezh hag al labour-douar, gant al labouradegoù boued-mir. Koulz ar poanioù e oa ivez pa voe lazhet un niver bras a Vretoned e-pad ar brezelioù bed, pa voe diskaret kêrioù Brest, an Oriant pe Sant-Maloù gant ar bombezadegoù. Adsavet e voe ar porzhioù hag an arsanailhoù. En un doare sederoc’h e teuas an touristerezh da sachañ tud etrezek Breizh adarre ha da reiñ lañs d’ar sevenadur.

    evit gouzout hiroc’h